Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


An 19 a viz Genver diveza, e oan aet da Vrest evit eur gefridi bennag ; hag evel a oa amzer ganin goude lein, e teuaz da zonj d’in eus ebatou Loeiz Ar Floc’h e ru ar Werc’hez (tost tre da blasenn an Auto-Karriou, war dro 1905.

— Ec’h an da dol eur sell, emon-me, war an ti lec’h an eus tommet kalon ar paour kêz Loeiz.

Niverenn 8 ; setu hen ama ; eur min di-angaj outan, eun davarn droug-fêsonet, eun toull born ; Au Réveil-Matin eo skritell an hostaleri. Antreomp da gemer eur bannac’h. An hostiz a zo yaouank. Penaoz gouzout netra digant hema ? E vemor n’a ket en tu all da bemp pe c’houec’h vloaz. Piou oa Mac’harit B… a zalc’he ar Réveil-Matin tregont vloaz-zo ? Petra eo deut he diskennidi ? Al linsel marvel an eus goloet da viken roudou galantizou ar barz hag an intanvez. Ha me seblante moarvat d’an Hostiz distrei deus ar penn all d’ar bed !

Lipet ma gwerenn, ec’h iz kuit, gant ma sonjou d’in ma-hunan.

Taldir.