da redeg bro, da werza louzeier, met ne iajen ket na da Blougastel na da Hanvek na d’ar C’hastellin, sonjal a rean e tlie beza en eun tu bennag all e Breiz tud muioc’h speredet evit tud ar broiou-ze. Al louzaouer a lavaras d’in e raje boutailhadou eus ar vent a garjen, evit ar priz a garjen. Setu ma lavaris d’ezan ober boutailhadou da werza pevar real, eun tregont bennag anezo, hag eun dek bennag da werza eiz real. Senti reas ouzin, hag antronoz e kemeren an trein bihan evit mont da Vilers, ganen va boutailhadou louzou en eur vouest koat. Prenet em oa c’hoaz en eun ti all e Brest, eun toullad lugudurachou bihan da werza, traou a briz bihan, hag a c’hallen rei diouto evit eur gwennek ha daou. E Gwilers e tiskennis e ti paotr al lizerou. Daoust ma n’oan ket fall e Brest, ec’h en em gaven evelato didrousoc’h war ar meaz. Goude koan etal an tan, pep hini a gonte eur marvailh bennag, evit lakat ar re all da c’hoarzin, kaoziou druz a vije lavaret awechou, met buannoc’h a ze e vijent lonket. Antronoz vintin, paotr al lizerou, mestr an hostaleri, a lavaras d’in dioc’h renk hanoiou an tiegeziou, n’em oa evelse nemet mont eus an eil d’egile. Ouspenn, eur garten a oa ganen em godel, ha warni oa hanoiou an oll geriadennou diwardro, setu oa eaz d’in evelse kaout an tiegeziou an eil goude egile, heb goulen va hent digant den. Eus ar merc’her vintin beteg ar sadorn da noz, oa chomet da droia e Guilers, ha gwerzet em oa koulz lavaret an traou a oa eat ganen. Dre ma werzen, e welen sklear ar c’hemm braz a zo etre an dud, eus an eil parrez d’eben koulz lavaret. Aman, a dra-zur ne werzen ket e kement ti ma iean, rak en aleiz anezo e oa restachou eus ar memez louzeier, setu n’oa ket red kaout hini fresk, met da vihana abenn ma teue ar pardaez, va zac’h a vije skanveet brao, va ialc’h pounnerreat, hag an dra-ze va lakee lawen, a roe kalon d’in da vale. Diesa zo evit ar beachour wardro Guilers, eo kavout ar merc’hed er gear, dreist-oll deus ar mintin, rak eun darn anezo a vez bemdez o kas leaz, amann, viou ha legumach da Vrest, hag aliez mestrezed an tiegeziou eo a vez oc’h ober ar gefridi-ze. Anez, parrez Guilers a vije bet eur barrez eus ar re wella evit ar veachourien. Arc’hant a zo, tud diluret a zo ive kalz er barrez, n’int ket pennou teval, evel ma z’eo an darn vrasa eus merc’hed ar C’hastellin.
D’ar Sadorn da noz eta e kemeris an trein evit Brest, lawen va spered, rak n’oa ket an diaoul em ialc’h. Antronoz vintin e savis abred dioc’h va c’hlud, ha me da ober eun tam tro e kear.
Wardro eiz heur e oan war dachen Sant-Louis, oc’h arvesti oc’h an traou a oa dispaket a wel d’an holl. Kement a zo ezom evit beva hag en em wiska, a gaver war an dachen-ze bemdez, ha re bell e vijen oc’h henvel anezo oll. Chom a ris eur pennad mat da c’henaouegi e kichen stal eur paotr yaouank a oa war an dachen ive oc’h ober plakou a c’hiz nevez evit kirri, chas, ha traou all. C’hoant em oa da gomz outan, met ne greden ket ober. Eur zonj a deuas em spered d’hen lakat da ober d’in eur plak bihan evit eur c’hi. Pa oa great ar plak, e lavaris d’ezan dont da gemer eur banne. Trum evel eun tenn, e savas diwar