anaoudegez. He gwaz a oa ganet e Bodilis, kereour eus e vicher. Pa deuas ar maro d’ezan, an intanvez, evit gounit bara d’he diou verc’h yaouank, a grogas er stal genta a gavas, hag evit gounit he bara e rea boued d’an dud n’oa ket an aour ganto war ar raden. Me a oa unan eus ar re-ze oc’h en em gavout e Brest er bloavez 1902, e miz mae, ha buan e ris anaoudegez gant an ti marc’had mad-ze. Eno e tiskenne a bep seurt ; labourerien kear, paotred yaouank eus ar Porz, portefidi ar Gar, ha kalz a re all, heb konta ar merc’hed brao a gousk dindan ar gwez, pa ne gavent ket gwazed da gaout truez outo, da hanteri o gwele ganto.
Ha koulskoude, daoust ma vije en ti-ze a bep seurt tud a renk izel, e vije dibaot klevet tabut. Evit gwir, meur a zen mezo pa garnachent re, a vije red o zeuler er meaz, met ar vestrez he-unan eo a rea peurliesa ar gefridi, goudeze ar peoc’h a rene adarre, ha pep hini a garge e gof gwella ma c’halle. Goude koan en hanv, e kaven brao mont d’ober eur gourvez war glazvez ar Glacis, pe ober eun tam tro e kear. En doare-ze ec’h en em zizinouen, ec’h avelen va fenn, hag e welen an dud o vont hag o tont dre gear. En em blijout a reen kalz o sellet oc’h an dud a deue da werza a bep seurt traou war ar Glacis, avi em oa oc’h o stad, ha lawen e vijen bet oc’h ober eveldo, met eul labour em oa da ober, ha n’oa ket red d’in klask ken.
Eun devez, wardro miz gwenver 1903, an aotrou H… a lavaras d’in e oa o vont da rei e stal-labour abez d’eun all, hag e iaje da chom da Bariz. Setu ma oa bet red gwerza ar gwenan, met ar pez a oa gwasoc’h, me a golle va flas.
N’eus forz, n’oan ket c’hoaz tec’het digant an aotrou, pa gavis labour war an tramway. C’houec’h sizun oan chomet da c’hoari troidellik etre Lambézellek ha Kermor. Mezo e vijen en tram, heb eva banne ebet. Etre evesaat d’ar vaz hir, ha rei paper d’an dud dre ma teuent, em oa re da ober, hag ouspenn, an aër bac’h, an trouz eus ar c’har a ree d’in poan benn. Daoust m’emoa va c’houezek real bemdez, n’en em blijen ket, hag e rois va dilez.
Neuze e kavis labour en Hôtel Moderne. An aotrou Branellec va c’hemeras da walc’hi ha da gempen podizi ar gegin, ha da beilhat avalou-douar en dra c’hallen e doug an deiz. Boued em oa eno eus ar gwella, met nebeut a bae, hag an dra-ze eo a reas d’in ar muia ober gwad-fall. Al labour am oa da ober n’oa ket tenn, gwalc’hi ha sec’ha plajou, tirinennou n’oa ket a-dra-zur diez da ober. Kignat eur boutegad patatez n’oa ket diesoc’h, rak skinvier a oa evit azeza warno, ha daou oamp d’en em zikour. Setu ’ta m’am ije bet eun hanter muioc’h a baë d’an nebeuta, e vijen bet eno evel eul logoden er bleud. Met allaz ! eun dra bennag a ve bepred diank d’an den, morse n’en eur gav evurus awalc’h, hag an hini a glask eul lec’hig eaz da vervel, a glasko epad pell amzer, hag a vezo maro abenn m’en devo her c’havet.
Eur pardaez, pa oa echu va devez, ha me mont da di an aotrou J…, apotiker e ru Paris, c’hoant em oa da vont adarre