da ober. E broiou a zo e ve bervet dour war had teol, war had sklanvez, war deliou brulu, ha kalz a draou all. N’eus nemet ar pez a zo e gwirionez mad ha ne reont ket, an darn vrasa anezo, a lavaran, rak, a drugare Doue, hirio dreist-oll, ez eus war ar meaz unan bennag hag en deus muioc’h a spered en e benn evit en e viz-troad. Rouez int c’hoaz evelato, hag evit pell amzer c’hoaz al louzaouerien kezeg a zo sur a labour war ar meaziou.
Beachet em eus koulz e Kerne, e Leon hag e Treger, bepred etouez al labourerien douar, gwelet em eus ha klevet em eus ive petra reont evit parea o c’hezeg dioc’h ar gwentr. Wardro Keraez, Huelgoat ha zoken eun tam dre-oll e Kerne-Uhel, eman c’hoaz ar c’hiz gant darn, pa ve krog al laërez er c’hezeg, da vont da glask an troc’her pe an droc’herez-laerez. Pa ve en em gavet etal al loen klanv, an troc’her a lavar ar c’homzou-man goustad : « Me ho konjur, krug-laerez vestris, ampoezon ar seiz seurt laerez hag an hanter-laerez, da zortial eus e benn, e empenn, e gorf, e greuz, ha kement ezel en deus (Lavaret aman hano al loen pe hano an den, e liou, e zoare) ha da vont da Venez Are, ha da choaz eno da blas ken ledan a ma kari (Lavaret pemp Pater ha pemp Ave Maria en enor d’an Drinded) setu evit unan.
Evit troc’ha ar boan bouellou (ienien). « An Itron Varia a valeas dreuz nao menez ha nao zeaz, an droug kostez d’ezi a zirollas. Me ho ped aotrou Sant Mathias, ha c’houi aotrou mad Sant Andreas, da lakat an droug kostou hag an oll diezamantchou demeus e vouzellou (lavaret hano an den pe hini an aneval, rei an doare anezan aman) en o eaz. » (Lavaret 7 Pater ha 7 Ave Maria, hag ober seiz tro d’ar c’horf gant an daou zourn digor, stog an eil en egile.)
« Ave, gratia plena, Dominus tecum, tua gratia sit mecum, et benedicta in mulieribus, et benedicta te sancta, et exaudi me, macula peccati prosisti virgo Maria, est autem natus Jesu-Christi filius Dei vivi. Amen. »
30.000 bloaz induljansou da gement kristen a zo er bed katolik, apostolik ha Romen.
Setu aman eun trede doare da droc’ha al laerez :
« Sortez, sortez, sortez, ampoezon, amprevan, deus korf al loen aman prezant, deus e benn, e empenn, deus e gein, deus e zac’h braz ha kement ezel en deus. Krug, krug vestre, me ho konjur en hano Doue, ar seiz seurt laerez hanter, da vont d’ar mor du, d’ar mor ru, d’ar Syrii da gonductor, o gratiam æternam. »
Lavaret raktal eur bater hag eun Ave Maria, en eur denna nebeuta ma vezo gallet an alan, ha goude, pourmen al loen.
Pa ve c’hoant da stanka ar gwad da eun den pe d’eun aneval bennag, e ve lavaret an oræzon-man.
|
« Tri mab just ha leal o vont gant an hent, |