Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

grenv eus gar Kerhuon. Pa oan digouezet en hostaleri, oa eat va aotrou da werza louzeier ; wardro div heur goude kreizdeiz ec’h erruas en hotel, achu e zevez gantan. Debri reas eun tam, ha me reas eveldan, ha pa oa reut hor c’hof, e iajomp hon daou da vale, da c’hortoz koan. Antronoz vintin, eur barr glao puilh a gouezas, setu oamp chomet hon daou da ober hor c’housk mintin. Wardro deg heur, an amzer a vraoaas, ha ni en hent, tri oamp, an aotrou M. eur bleiner ha me. Ar bleiner a oa evit diskouez an hentchou, evit dougen ar zac’h ha sikour gwerza al louzeier. An aotrou M. a oa kustum eus ar vicher, a ouie an tu da chacha dour d’e velin, gwerza rea evel ma kare e louzeier da baotred Gwipavas. Me n’em oa netra da ober nemet selaou, ha lakat em spered an doare da werza louzeier. Da ziv’heur en devez kenta oa achu hon devez, ha goude, netra da ober nemet gortoz koan.

Goude beza bet epad tri devez gant va aotrou, e ouien gwerza ervad louzeier evit al loened, desket em oa gant eur c’helennour dispar, eun den distagellet mar zo unan. D’an deiz kenta a viz meurz, ar bleiner ha me a ieas hon daou da ginnig louzeier, etre Gwipavaz ha Brest. En ti kenta ma oan eat, e krenen gant va aoun, gouezout a rean n’oan c’hoaz nemet evel eun den o teski e vicher, evel eur c’hrouadur o teski bale, evel eur c’hrennard o teski neun. Koulskoude, en ti kenta deustu e-werzen eur voutailhad louzou mad da zigoenvi ar zaout pa vent koenvet diwar melchen pe eur glazvez all bennag. Lorc’h ennon e trugarekaen ar wreg vad a roe d’in daou bez a eiz real evit ar voutailhad louzou a lezen ganti.

Da beder heur em oa gwerzet c’houec’h boutailhad, ha neuze lorc’h ennon, e tizrois gant va bleiner d’am hostaleri, e bourk Gwipavaz, gounezet mat ganen va dervez. Eur miz am oa tremenet en doare-ze etre Gwipavas, Kerhuon hag ar Relek, ha bemdez e c’hounezen deveziou mat. Eur wech m’em boa gwelet ar parreziou-ze, e oan eat da Sant Thonan, da Gerzent ha da Sant Divy. Er parreziou-ze e rean brao, met allaz ! falloc’h oant eget Gwipavas, an dud ne gomprenent ket kement ar vad a c’halle ober d’o loened al louzeier a oa ganen. Prena reant evelato, met muioc’h difizius muioc’h amgredik oant eget paotred Gwipavaz, ha lavaret e vije great e fallea an dud da gemer louzeier, dre ma pellaen eus Kear Vrest. Koulskoude e sonjen e tlien ober gwelloc’h pell eus an apotikerien eget a dost d’ezo, met n’oa ket gwir.

Beteg-hen eta e zea mat an traou ganen, gounezet em oa ouspenn hanter kant skoed en eur miz, goude paea va boued eiz real bemdez, ha rei ive eiz real all d’am bleinerien er parreziou oan bet enno. Poania ranken evit gwir, bale dre an hentchou diez, lammat awechou dreist ar c’hleuziou, met da vihana em oa peoc’h, e oan va mestr, n’oa ket red d’in lavaret na da Ber na da Baol petra em oa great war an deiz, na goulen petra rajen en de warlerc’h ; dinec’h va spered e kousken c’houek en noz.

Pa oan bet en tiegeziou a zo tro-dro da vourk Sant Divy, e