Pouf ! setu me er zac’h ! eun dro vean em oa great e K. parrez P. Piou a oa bet oc’h ober va boutou, ne ouezan ket. Gouzout a ran avad mat e oa an aotrou rener lawen ouzin, pa oan betoc’h e welet, ha kaout a rea d’in e vijen bet digemeret eno gant unan eus ar re genta, ha dre-ze e fizien beteg m’am oa lennet al lizer am eus komzet anezan uhelloc’h, hag a vije bet gwelloc’h digemeret eiz dez kentoc’h. N’eus forz ! a zonjen, va diwesker n’int ket sounnet, va diwrec’h zo divac’hagn, ha va zeod a zo fregann ; gant ar re-ze e vezo great eun dra bennag. Mont a ris neuze ken seder ha tra, da gaout an aotrou M. eus a Geraez. Er gear e oa, pa en em gavis. Konta ris d’ezan neuze va histor hir, hag hen ive neuze a lavaras d’in : « Abenn ma c’hallin ho kemeret da werza louzeier evit al loened, e vezo red d’in skriva d’an ti, ha kaout respont digant an aotrounez M. F., neuze hebken e c’hallin rei d’eoc’h louzeier da werza. Mont a ran da skriva raktal, hag abenn pevar pe bemp dervez, em bezo eur respont, fall pe vad evidoc’h. »
Kennerzet gant ar c’homzou-ze, e kemeris hent Sant-Anton.
Eno, em c’hamprig, em gwele, e lennen al levriou a goueze
dindan va daoulagad, hag e c’hortozen al lizer d’en em gavout.
Ar respont a erruas pevar devez goude ar goulen, hag evidon
e oa kelou mad.
(Da heuil.)