c’houlenne diganen ive bep a amzer eur gwennek bennag, setu e vijen en doare-ze bepred o tougen eur ialc’h c’houllo. Kement gwennek a jome ganen goude beza paet va boued, a iea d’am zud pe d’ar c’halvez a rea d’in keloennou nevez evit loja va gwenan. E Keraez eta e oan paour evel eur raz-iliz, n’em oa nemet va gwenan war va hano, ha warno e fizien evit terri ar chadennou milliget am delc’he sklavour, muioc’h sklavour eget na z’eo ar galeour e Cayenne, er Guyanne. Bemdez e Sant-Anton, e welen tud an ti o labourat a-zevri, gwech e vije start warno, met gwech ha gwech all ive al labour a oa muioc’h eur c’hoari eget eur boan wirion. Klevet a rean Jozon o c’hwitella, o kana en eur labourat, hen gwelet a rean bepred lawen, e oa an den-ze kalz evurusoc’h egedon, rak me a vije bepred va spered a seblante beza dinec’h, hag e sonjen ennon va unan e spered enkrezet, aoun em oa na rajen ket mat va labour, ha va c’halon a oa glac’haret, o sonjal pe seurt stad a vuez a renen e gwirionez. Bep an amzer, o vont eus a Zant-Anton d’ar gar, e teue d’in da zonj eus komzou re wir ar barz koz Virgil pa lavare O fortunatos nimium sua si bona norint agricolas. » « O na pegen evurus e ve al labourerien douar, ma karfent anavezout o eurvad. » Ar c’homzou-ze a zo hag a vezo bepred gwirion, met allaz ! n’int ket, ha ne vezint morse gwir evit an tiekourien na zellont nemet oc’h an tu fall o deus, hag oc’h an tu mad o deus an dud all. »
Ped gwec’h n’em eus ket klevet Jozon o lavaret d’in : « Te a zo brao d’it, a peus da douch tri lur ha pevar-ugent bep miz, ha me n’em eus netra da ober nemet terri va c’horf bemdez da c’hounit arc’hant d’am aotrou, ha da fin ar bloaz ne jom ket eul liard ganen. Jozon, ha kalz a re all eveldan, ne zonjont ket e c’hounezont bep bloaz peadra d’en em vaga, d’en em wiska, ha da vaga ha da wiska kaer pemp pe c’houec’h a vugale. Ma vije bet red d’in-me ober kement all gant va zri lur ha pevar-ugent ar miz, m’oarvad e vijen bet laket nec’het. Setu pa ve sonjet mat, eun tiek evesiant, a c’hounit bep bloaz muioc’h a arc’hant eget na ra an darn vrasa eus ar vicherourien vad. War an hent houarn e Keraez er bloavez 1901 e c’hounezen tri lur ha pevar-ugent c’houec’h gwennek, da lavaret eo mil lur ar bloaz. Rei a ranken wardro c’houec’h kant lur evit va boued hebken, setu e chome ganen pevar c’hant lur da gaout dilhad ha butun da lakat em fri. Abenn m’em bije kaset dek lur ar miz d’am zud, c’hoariet eun tam va faotr yaouank, e vije great sac’h-lip d’am ialc’h.
Aliez en noz e sonjen oc’h ouzin va unan e oa kalet d’in gouzanv kement a boan spered evit kaout ken nebeut a dra, hag a nebeudou e teuen da heugi oc’h ar vicher a rean, Wardro an deiziou kenta a viz gouere 1901, eur zulvez, gwreg an ti a lavaras d’in e oa he merc’h gosa o vont da zimezi, ha seblan-