Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 305 —

oc’h ober bouteier e ty Iann G. e Lann-Vodilis. Setu me eta lawen eur wech, va mamm avad n’oa ket gwall hegarad, rak e oan o vont da goll va ene emesk cheminoed Keraez.

N’eus forz, antronoz vintin e wiskis an nebeud truillou, dillad lakez am oa, ha va c’hoar a roas d’in eur gwennek bennag evit paëa an trein etre Landi ha Montroulez. Evit beachi etre Montroulez ha Keraez em boa eun tam paper da ziskouez d’an hini a vije deuet da c’houlen va billed diganen. Wardro c’houec’h heur deus an noz, d’an eil dervez a viz du 1896, ec’h en em gavis e Keraez. Nao bloaz warnugent em boa devez evit devez. Mont a ris raktal da welet an aotrou B. va mestr nevez ; eur c’henseurt d’in am bleinas beteg an ti, hag hen ive va bleinas beteg leac’h e tlien hiviziken ober va disken, kemer va frejou ha kouskat.

Sebezet oan bet p’em boa klevet pegement ar miz a rankchen da rei evit va boued ha va lojeiz. Biskoaz n’em boa paet va boued da zen ebed, ha 45 lur a gaven iskis da rei bep miz evit va maga. Ne jome ganen nemed 35 lur, 23 gwennek bemdez, goude maga ha freska. Diwar an dra-ze e ranken prena butun ha dillad deread.

— « Fidamdoustik, a zonjen, gant ken nebeud, ne frinkin ket nemeur, hag evit c’hoaz arabad eo d’in sonjal er merc’hed, ha gwelloc’h eo d’in chom evel m’emaoun, eget lakat diou vizer vihan da ober unan vraz.

Setu ’ta me er c’hafe de la gare, e ti eur plac’h teo, iaouank c’hoaz. Paea ris beb a vanne d’an dud a oa en ti, ha d’ar vestrez ive, en eur ger ober a ris va faotr brao. Raktal goude koan, oan eat da ober eun tam tro e kear gant eur c’henseurt d’in, skrivanier en eur bureo all. Heman va bleinas beteg ti eur vestrez d’ezan a lavare, eur plac’h koant hanvet Chefik. En ti-ze oamp bet wardro eun heur o lonka chist mad, hag oc’h ober al lez da verc’h an ti. Me n’em boa ket nemeur a hunvre da ober al lez, rak skuiz-maro oan, ha muioc’h a vall em boa da vont da gouskat eget… da lonka chistr hag a zave d’am penn.

Koulskoude wardro eunneg heur, va c’henseurt ha me a gemeras hent ar c’hafe de la gare, ha raktal pep hini d’e wele.

Antronoz da eiz heur ec’h erruen er bureo, poan benn em oa eun tamm warlerc’h ar chistr n’oan ket boaz da eva. Va mestr nevez a zeskas d’in penaoz en em gemer gant va labour, ha daou pe dri devez goude, e zea braoik an traou ganen.

Daou pe dri miz goude ma oan erruet e Keraez, va c’henseurt, va bleiner dre gear en nozvez genta, a reas eun tamm cholori d’e vestr ; beac’h a zavas etre e vestr hag hen, ha setu ma oa kaset eus ar gompagnunez. Me a oa hanvet neuze evit kemer e leac’h.

Petra oun bet dindan ar mestr-ze epad pemp bloaz ? Netra nemed eur sklavour, netra nemed eur galeour. Setu e berr-gomzou va buhez epad pemp bloaz war an hent-houarn e Keraez. D’ar mare ze oa nebeud a hentchou houarn er gear-ze e skoaz a zo hirio, ma vijemp bet hon daou aketus d’al labour, e vijemp bet evurus er bureo al labour a vije bet great mad,