Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 303 —

d’ezi azeza da eva eur banne kafe. Evel just me oa lavaret d’in ive mond oc’h taol. Setu ma zea ar marvaillou en dro ganeomp holl, hag abenn divez an abaden e lavaris da Vac’harit F. e iafen d’he gwelet d’ar sul warlerc’h, ha setu ar plac’h lawen o vont da Landi, kelou mad he devoa bet.

D’ar sul warlerc’h eta goude gousperou, me a zalc’has va dilhad sul, hag en hent evit bourk Gwikar. Pa en em gavis, e c’houlennis e peleac’h edo Mac’harit F. an ampezerez o chom. Raktal oa diskouezet d’in an ti, ha me ebarz. Eun digemer ar c’haloneka oa great d’in gant va Mac’harit hag he mamm, ha gwelet a reen o para e daoulagad va mestrez tan ar garantez birvidik.

« Dimezomp, hag e teui aman, me da vago ken a ouezi mad da vicher, ha divezatoc’h, er bloaz a zeu e savi stal boutaouerez aman er bourk. Koat na vanko ket d’id, rak me a zo bet o servicha e ti an aotrou C. e Gwitevede hag hen en deveus koat da werza kement a pezo ezom. »

Selaou a reen piz komzou ar plac’h iaouank, ha plijout a reent d’in kement hag an hini o lavare. Hogen en eur vont d’ar gear e ruille kalz sonjou em spered, ha pa oan o tebri va c’hoan, va mamm a lavaras d’in :

« Te zo bet o welet eur vaouez e Gwikar, am eus klevet bremaik, hag e peus hi goulennet ? »

— « Ha gant piou ho peus klevet an dra-ze, mamm ? »

— « Gwreg ar boutaouer a zo bet e ti Berrin, o prena dillad, hag he deveus diskuillet ar guden, ha lavaret he deveus eo hi a zo oc’h ober an taol. »

— « Ia, va mamm, ne dalv ket d’in nac’h, bet oun o welet eur plac’h iaouank e Gwikar, eun ampezerez vad ha fur, ha petra zonjit eus a gementse ? »

— « Me a zonj emaout oc’h ober eun dra diskiant, ne lavaran netra eus ar plac’h iaouank, n’hi anavezan ket, mez gouzout a ran e ve gwelloc’h d’id gortoz c’hoaz araok dimezi, evel a lavar da dad ha da c’hoar Perrin. »

— « N’em eus lavaret da zen ebed e oan o vond da zimezi breman d’ar plac’h iaouank-ze, n’em eus ket zoken lavaret e timezfen d’ezi. »

Etretant, va zad a erruas en ti, a gemeras ar gaoz hag a lennas d’in va flaneden a zoare.

« Gwelloc’h eo d’id deski gounit bara araok deski hent an dimezi, ha kalz a draou all c’hoaz. »

Setu ma kasis diouzin da foar an diaoul ar c’hoant fortunia, ha ne zonjis mui nemed er c’hoant gounit bara, ha pelloc’h goude na ziskouezis ket da Vac’harit e oan e buhez.

Eur sulvez, d’an 29 a viz here 1896, e kemeris goude an oferen vintin hent Lanhouarne. Eur mignon d’in, an aotrou N. a oa er bourk o chom gant e c’hoar an dimezel N. An daou zen man a veve eno deus o leve, hag evit en em zidui, e reent stam gant sterniou mekanik. Meur a wech o devoa lavaret d’in mond da werza evito dillad war ar meaz hag e kear, mond zoken d’ar marc’hajou, hag e c’hounezfen en doare-ze muioc’h