deuet ar mare d’in da gemer an trein va c’hasfe da Landi. Sellet a ris gant truez oc’h an tiez kaer a ve aozet enno ar butun. Goude ma oan deuet kuit eus ar c’hloerdi bras, araok mond da Bloermel da di ar Frered, em oa kaozeet gant eur voereb koz d’in, o labourat er Butun, sonjal a reen marteze drezi e vijen bet kemeret da skrivanier pe da labourat er Butun. Allaz! n’oa eno netra evidon, rak n’oa ket mad pe va faperou, pe va oad, n’ouzon ket mad awalc’h petra oa respontet d’in gant mestr ar Butun e Montroulez.
Wardro c’houec’h heur d’an abardaez ec’h en em gavis er gear. Va zad a oa er zolier azezet war e dorchen o wriat.
« Ahanta ! penaoz eo bet da dro e Montroulez, paotr keaz ? »
— « Gwelet em eus an aotrou ’n Eskop D. de R. ha lavaret en deveus d’in e raio evit ar gwella evidon. »
— « Gwell a ze, va faotr paour, rak gouzout a res, ni, da vamm ha me, n’omp mui iaouank, hon nerz a ia diganeomp buan-buan, hor gwelet a zisterra bemdez, hag ar marc’hajou a ia d’an traon. »
An daerou c’hoero a ruilhas puilh eus va daoulagad, disken a ris d’an traon da ouela, va c’halon a oa frailhet gant komzou re wirion va zad. Va mamm a oa en traon o labourat, va gwelas eur mouchouer ganen war va daoulagad, hag a c’houlennas ouzin perag e ouelen.
— « Aoun em eus, a lavaris d’ezi, na c’hallfen ket mont war an hent-houarn da c’hounit eur gwennek bennag da rei d’eoc’h, evit ho sikour en ho kozni. »
— « Oh ! ni n’omp ket koz c’hoaz, ha neuze, salo ne iafes ket war an hent-houarn, rak paotred an hentchou-houarn n’int nemed tud dizoue, ne vezont morse en oferen, morse o kovez, ha te, ma ies di, a raio eveldo. A dra zur e c’hounezi eur gwennek bennag muioc’h eget dre aman, met koll a ri da ene. »
Antronoz vintin e krogen adarre en talarou en ti ar boutaouer-koat, hag e labouren en dra c’hallen evel kustum, rak va boutaouer, pa vije war e du da labourat, a groge stard el labour, ar chigoden, evel a lavare, a ranke dond er meaz dre ar c’houezen, hag e laboure neuze kement ha pevar.
Eur mintinvez, ar boutaouer, diabaf kaer, hag e wreg diwar dour ar saout a lavaras d’in o devoa eur c’helou mad da lavaret d’in hag a oa eus va doare.
« Te, Louis, emichans a zimezo eun devez bennag, ha koulz eo d’id rei friko d’eomp er bla-man evel er bloaz a zeu. Aze, e Gwikar, ez eus eur gaer a blac’h, eun ampezerez fur hag he deveus c’hoant kaozeal ganes, hi gwelet a ri warc’hoaz, rak dre an ti e tremeno en eur vond da Landi. »
— « Va Doue ! eun devez bennag, douetus e timezin, met araok kaout eun durzunel, ez eo dereat kaout eur gaoued, a zonjen, ha raktal e lavaris d’ar boutaouer oa gwelloch d’in deski mad va micher araok sonjal dimezi. »
Antronoz wardro deg heur, ar plac’h iaouank a deuas en ti da eva eur banne dour war he meno. Mez d’ar c’houlz-ze oa tom ar c’hafe gant gwreg ar boutaouer, setu ma oa lavaret.