Koulskoude, gant teuler eun tam evez d’ar vicher, oan deuet en eiz dez a-benn da c’hoari brao gant va daou venveg. Pevar miz bennag oan bet evelkent o trei hag o tizrei ar benveou er c’hoat fao abenn ma ouien ober eun toull a zoare, aez d’an troad. Mont a ree an traou en dro gant an daou voutaouer, kanaouen a vije e doug an deiz : Son Metik, ar Pillaouer, ar Filouter fin ha kalz re all, a gane ar mestr boutaouer hag e ziskard, Yann G. pehini en devoa eur vouez skeltr meurbed. Krena ree ar gwer gantan, pa gane a-bouez e benn, hag ober a ree, dreist-holl pa vije leun e gof gant an hini melen. Ar wreg, pa vije tommet mat d’ezi, a gane, a gorolle, a ree trouz d’he fried, taoliou dourn awechou, abalamour ma chome al labour da ober.
Pa vije bet war an deiz re a vuhez fall etre an daou bried, ar wreg a lavare d’in-me chom da gouskat ganti, gant aoun na c’hoarvezfe eur gwaleur bennag. Ar plac’h keaz a anaveze he gwaz ; gouzout a ree oa ken ter hag an tan pa vije eur banne gantan, en dije hi lazet ken buan ha lavaret gant ar c’henta benveg a vije digouezet etre e zaouarn. Me a ouie braoik dioutan ; meuli rean anezan, kaol a roen d’ezan leiz e c’henou, ha pa vije lavaret d’ezan oa hen gwella boutaouer a daole troad en douar, ec’h en em lake e-unan d’en em veuli, ha da lavaret.
— « Nous savons ce que nous savons, mais nous ne sommes pas des marchands de savons. »
Aliez, d’al lun dreist-oll, ar boutaouer a ranke chom da gouskat oc’h an daol, den na c’halle her c’has d’e wele. Pa vije klevet o tiroc’ha, ar wreg, he bugale ha me, a bigne d’an neac’h da gouskat. Per-liesa e vije unneg heur ha zoken hanter-noz abenn ma vije lazet ar goulou e ti ar boutaouer. Ar vuhez-ze n’oa ket a-dra zur eur vuhez a skouer vad ha kement histrogel a dremene dre dal an ti, a deue ebarz, gouzout a reant oa peadra da lonka evit netra.
Gwelet em eus tadou a famill o chom eno da gonta kaojou goullo, da zigeri o genou dirag eur voutaill hanter leun a ampoezon, he den na loc’he, ken a vije lipet ar banne diveza.
Ar wreg ne lavare morse ehana da lonka, zoken aliez e vije laket ar c’hafe !… war an tan, ha trum ar bolennou a hanter-litr a vije karget, dreist-oll ma vije unan bennag eus ar gompagnunez hag en dije roet eiz gwennek da gerc’hat eur c’halopinad lagout. Epad ma vije ar boutaouer, e wreg hag ar c’han-