rerez e wreg. Lavaret a rea ar micherour d’in e oa barrek da lakat ahanon da c’hounit d’an nebeuta dek real bemdez, abenn ma vijen bet c’houec’h miz etre e zaouarn. Dont a reas du man da gonta d’am zud oa ar vicher a voutaouer unan eus ar re wella. Setu ma oa touellet va c’hoar gosa da rei tregont skoed d’ar mestr micherour evit va deski da gleuza bouteier. Antronoz vintin, d’al lun ec’h erruis e ti va boutaouer-koat. Eur voutaillad hini melen a ioa war an daol, ar bara hag ar c’hig sall. Gwelet a rean ne rene ket an dienez en ti. Lavaret oa d’in mont da azeza oc’h taol, ha karga va c’hof gant ar pez a ioa.
« — Da lun, eme ar boutaouer, eman ar c’hiz e kement stal boutaouer a zo, da drouc’ha koat evit ar zizun. Aman ne vezo ket pell an abaden, o veza ma n’eus nemed eur micherour. Amzer a zo eta da eva araok staga d’al labour. »
Abenn unneg heur oa lipet ha skarzet ar voutaillad hini melen, ar voutaouerez ne rea ket a c’henou bihan evit chacha ganti he lod. Setu ma oa mezo ar boutaouer hag e wreg, ha gwall abafet an deskard nevez.
Da greizdeiz e ieamp da ziabafi war eur bern plouz e kalatrez ar boutaouer. Wardro teir heur, rivet hon ezili, e savchomp, hag ar wreg a oa gourc’hemennet d’ezi lakat ar c’hafe da domma war an tan, ha mont daved eul litrad chigoden. Setu ma krogemp gant an eil kovad. Ar boutaouer a eve tako evel dour, ha daouarn ar wreg, pell a ioa, a grene dre nerz ar gwin-ardant.
Setu ma oa tremenet al lun, ha netra n’oa great nemed lonka hini melen. D’ar meurz vintin oamp staget a-zevri da chacha war an harpon, ha goude lein me a grogaz evid ar wech kenta en talar braz.
D’ar meurz eta goude lein e krogis da vad e benveou ar boutaouer-koat. Va mestr a ziskouezas d’in penaoz kregi en talar bras evit toulla an talon. Ober a ris evelse pemp pe c’houec’h re voutou, ha ne rean bewech nemed ar memez labour, evel eur bugel o teski an teir lizeren genta. En eil devez oan bet laket da c’hoari gant eur benveg all, ar veill vihan. Pa vije kleuzet an talon, ar benveg nevez man a doulle ar c’hoat a benn ; eun toullig bihan a ree beteg beg ar votez. Eno e ranken diwall da vond re en daill, gant aoun da doulla ar beg ; fall e vije an traou, pa vije gwelet beg ar veill vihan er meaz eus
ar c’hoat, red oa neuze taoler ar votez d’ar skolped. [1]
- ↑ Amañ ez echu al lodenn eus Va zamm buhez a oa bet moullet e-barzh Ar Bobl e 1914. (Notenn gant Wikimammenn).
(Da heuil.)