Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —

lamour d’am livret, e teuis gwenn evel eur goaren. Doaniet va spered, e kemeris an trein. Petra rachen ken ? p’e gwir em oa kollet esperans da vont er Porz a Vrezel. Goude beza bet epad eiz dez wardro ar gear o kunudi, o trei mein da zec’hi evel eur genaouek, o kemeris eur mintinvez hent Rosko. Laket em oa em spered mond da Vro Saoz da ober skol c’hallek d’ar Saozizien. Marteze eur Roskoad bennag dije va c’hemeret en e vag hag en dije va zaolet e bro ar Saozon. Hogen n’oan ket bet aliet da vond, dizaliet oan bet avad, ha setu me d’ar gear, aoun a ioa kroget ennon.

Koulsgoude, da viz meurs 1895, paotr ar mekanikou da vriat a deuas da gempen mekanik va c’hoar. Goulen a ris outan hag eur plas bennag a c’hellfen kaout e ti Singer, e Brest.

« — Marteze awalc’h, a lavaras hen d’in, sonjal a ran e vank eur beachour, ma n’eus ket a vreman kemeret eun all. »

Me adarre ha da Vrest, tiz warnon, ha raktal da vagajin Singer. N’oa kemeret den ebed c’hoaz, setu pa m’oa lavaret oan breur d’an demezell Floch, eur pratik mad d’an ti, oan bet digemeret mad, ha laket timad wardro ar mekanikou.

Eun eiz dez bennag oan bet eno, gwech o freuza gwech o renka an ezili a rea ar mekanikou, hag o teski gwriat ganto. Pa oan deuet da veza barrek wardro ar benviou, oan kaset d’o gwerza. Pemp kanton a gav d’in, a oa roet d’in da welet, hag ugent real bemdez a bae em oa da gaout. E Kastell, e kichen Iliz Kreisker, e oa va c’hampr, gan eun nebeud mekanikou.

Mond a rean da vale, gwech du-man, gwech du hont, ato o klask fret d’am mekanikou. Allaz ! kaer em oa kaout eun teod distagellet, ne zistrois ket nemeur a dud da gemer va benviou. D’ar mare-ze, ar benviou-ze a oa traou a c’hiz nevez. Darn eus an dud ne felle ket d’ezo kaout dillad gwriet gant mekanikou, « ar gwriou ne badent ket », emezo.

Pa zean da gaout eur gemenerez koz d’ezi da gemer eur mekanik, e vije lavaret d’in e oa dija mekanikou awalc’h en ti da zebri boued. Ma lavaren d’ezi kemer eur mekanik d’he merc’h iaouank e vije respontet d’in e vije prenet unan d’ezi gant he gwaz, pa zimesche. En eur ger, e daou viz hanter n’em oa gwerzet nemed pevar mekanik. En em blijout a rean evelato oc’h ober ar vicher-ze, daoust ma oa tenn d’ar mare-ze, dreist-holl.

D’an 28 a viz mae 1895, va c’hoar gosa a zimeze gant eun toer, hag a ioa eur pennad a ioa mevel er presbital. Neuze me a ieas gantan bemdez da doi tiez-nevez, pe da gempen toennou koz. Evel a ve lavaret, n’eus micher fall ebed, pa vag he den. Koulsgoude ne chomis nemed c’houec’h miz da zarbar an doerien ; dre ma n’oa ket nemeur a labour er goanv war an to, e klaskis eur vicher all hag a roje d’in labour hanv-goanv.

Eur boutaouer-koat a ioa d’ar mare-ze eur c’hart heur bale eus bourk Bodilis, war hent Guikar. Eur zulvez me a ieas beteg ennan, hag a lavaras d’ezan em oa c’hoant deski ar vicher.

Digemeret mad oan bet gant ar boutaouer hag ar voutaou-