Chom a ris da gouskat e Plouigno, e ti va moereb, intanvez, bloaz a ioa.
Setu d’ar zadorn da noz, nao a viz Kerzu 1894, evel en dizro a bep leac’h, ec’h en em gavis adarre e Bodilis. Eur vouc’hal distroad e oan, ne ouien ket da be zant en em westla.
D’an dervez kenta eus ar bloaz 1895, em boa great eun esa e Brest, evit mont er porz evel secrétaire archiviste. N’oa nemed daou all ha me o klask beza hanvet. Skriva hor boa ranket eleiz a draou, ha pa oa divez al labour, eur mestr a roas eun taol lagad warno. Eur pennad goude, e kleven lavaret oan da genta. An dictée n’eus mank ebed enni, ar pevar problem a zo just, hag ar bazen skritur n’eo ket fall, a lavaras d’in ar mestr. Diskouezit d’in ho livret a lavaras eun all, a ioa o skriva en eur bureo em c’hichen.
« — Comment ! vous vous êtes fait réformer !
« — Oui, chef, malheureusement.
« — Oui, c’est bien malheureux, comme vous le dites ! »
En eur rei d’in va livret serret, e lavaras d’in e gallek :
« — Paourkeaz den ne gredan ket vefec’h digemeret aman, nemed eur eontr senatour bennag ho pefe, ha c’hoaz ! »
Setu petra em oa great o vont da ziskouez va lagad d’ar major ! Da genta em oa kemeret mantell egile, ha d’an eil e serren ouzin holl doriou ar c’houarnamant.
Pa deuen da zonjal mad, e teue a nebeudou sonj d’in eus komzou flour Rener ar c’hloerdi :
« — Abaoue Pask, ha dreist-holl abaoue abaden ar vantell, etc., etc. »
P’e gwir ar beleg a ouie abaoue Pask, ha dreist-holl abaoue abaden ar vantell e tlien beza taolet er meaz eus ar c’hloerdi e tlefe beza lavaret d’in, pa oan bet e miz mae o c’houlen outan mont da glask beza reformet. Ia, e oa e zever lavaret d’in arabad mont da ober eun dra grevus hag a c’helle noazout d’in divezatoc’h. Biken n’em bije goulennet beza reformet, ma em bije gouezet e tlien beza taolet er meaz eus ar c’hloerdi da viz eost, da lavarout eo daou viz goude ma oan bet reformet. Gwir eo, ar re a zo re leun o skudellou ne zellont ket ken piz se deuz ar re n’o deus tamm da lakat etre o dent.
D’ar mare-ze, me em oa seiz vloaz warnugent ha daou viz. Biskoaz c’hoaz n’em oa gounezet eun tamm bara, nemed just epad ma zoan bet kurust pe paotr saout e Bodilis.
Breman e kaven an tu da gaout eur plas mad dindan ar c’houarnamant ; digemeret oan da genta. Allaz ! pa oan er c’hloerdi em oa laket da dalvezout d’in va lagad fall. Daoust hag an dud doa da welet warnon er mare-ze a ouie e rean eur gaou bras ouzin va unan ? N’ouzon ket. Pardoni ran d’ezo holl.
Pa glevis ar mestr o lavaret d’in ne vijen ket kemeret aba-