Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —

beza eun tamm kaillaret, rak eur banne glao a oa bet, hag ar vantell a oa eun tamm re hir d’in-me.

Mar karchen beza sonjet en dra-ze, em bije broustet anezi, hag a vihannoc’h evit diou vinuten, em bije he c’hempennet a zoare. En eur zellet oc’h ar c’hloaregig iaouank a vije o kommunia diou pe deir gwech ar zizun, o vont fuloret da ziskouez d’ar Supérieur e vantell gaillaret, n’oan ket evit miret da zonjal pegen nebeud e c’hellet fiziout war ar garantez… kristen zoken. Ped gwech ha ped gwech all, pa oan er c’hazern, n’em eus me ket kemeret benviou va amezeien da labourat, ha biskoaz an dud-se n’int bet eat da lavaret na d’ar c’haporal na d’ar serjant em bije direnket d’ezo o benviou. Ecce quam bonum et quam jucundum est vivere fratres in unum. Komzou kaer meurbed, met ne ziskennont ket er galon ; war beg an teod e chomont aliez. Eur pennad mad e chomas ar c’hloareg santel meurbed da govez d’ar Superieur ar pec’hed, an torfet em oa-me great o kemer e vantell. Koulsgoude a forz da c’hortoz, e teuas, ha d’in-me e lavaras mont raktal da zigerri an nor en devoa sarret.

Setu me adarre e Kemper, evel gwechall e Lesneven, dirag ar barner, leun a beoc’h hag a zousder.

1° Eat oan e kampr eur c’henseurt, en despet d’an difenn striz war ar poent-se.
2° Kemeret em oa heb goulen, eun dra ha n’oa ket d’in.
3° Kaillaret em oa eur vantell.
4° Uzet em oa anezi.
5° Ankounac’heat em oa he c’hempenn.
6° Red oa bet da berc’hen ar vantell kempenn e bez dillad.
7° Red e vije he zremenn dre an dour bero gant aoun na vefe staget lorniez outi.
8° Laket em oa ar paourkeaz den da vont e buanëgez.
9° Laket em oa kounnar er Superieur.
10° Kounnaret edon va unan.
11° Distroet em oa ar c’hloerdi a-bez war an tu-eneb.

Setu m’am oa great eur pec’hed muioc’h eget a c’hourc’hemennou Doue a zo. Setu me fresk, abalamour d’eur c’hoz vantell a ioa outi eur veskennad pri. Koulsgoude, va zaolen a ioa du, du-pod zoken, pa en em gavas ganen he dua c’hoaz muioc’h-mui.

Eun devez, eur pennad araok ma tigorre mare ar c’hendamoueziou, em oa great eur pec’hed, ha n’e ket eur pec’hed veniel eo ez eo, n’e ket zoken eur pec’hed orjelen, met gwasoc’h evit eur pec’hed marvel. N’ouzon ket ive avad pe diaoul a ioa oc’h va foulza, o lavaret d’in em bije kavet hag em bije bet digant kelenner ar Skritur-Santel eul leor pe daou hag o dije great kalz vad d’in evit tremen va c’hendamouez. Evit doare e kreden c’hoaz d’ar vreudeuriez goude taol al liviten, ha setu me da gaout ar c’helenner.

« — Ah ! mais pour qui me prenez-vous, décidément ? Je ne suis pas à votre disposition pour vous prêter des livres. »