Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

breudeur, morse ger divalo ebet etrezomp, ha penaoz ne vijemp ket, p’e gwir e oamp galvet da vond eun deiz da zeski d’an dud en em garet, en em c’houzanv, evel ezili da Jesus-Krist.

Er bloavez 1893, me a ranke mont d’ar c’hazern da ober 28 devez. N’em oa ket nemeur a c’hoant da vont da wiska ar bragou, p’e gwir ec’h en em gaven eaz em dillad du. Setu ha me mont da gaout unan eus ar gelennerien, da lavaret d’ezan rei d’in eun tamm billed gant eur gerig mad eus e berz da rei d’ar major bras. Ar c’helenner hag ar medisin a oa daou vignon. Me em oa c’hoant da veza didrabas diouz an arme, ha p’e gwir em oa eul lagad dister hag eun tamm skoazell digant ar c’helenner, e fellas d’in gwelet ar major.

Eur iaouvez eta oa roet aotre d’in da vont da gaout ar medisin, keit ma vije va c’henseurted oc’h ober o zro e Kerfoennek. Ar re-man a ioa dija eat en hent, ha me a oa c’hoaz em c’hampr oc’h en em gempen.

Kaer em oa diboultrenna va zae-du, e chome ato tarasennet, n’oa ket deread da vont dirag eun ofiser bras.

Na ris nag unan na daou, mont a ris e kampr ar c’hloareg losta d’in, ha tapout a ris e vantell dioc’h an istribill.

— Breman, a zonjen, e vezin deread, hag ar vantell-man, bremaik pa deuin en-dro, a vezo laket adarre oc’h an istribill, ha ne vezo tamm ebet falloc’h evit mont er meaz epad eun heur.

Setu ha me en hent, lorc’h ennon o vont da vale va unan e kear. Sonjal a rean zoken e vijen kemeret marteze evit unan eus kureed an iliz-veur.

Pa oan en em gavet e ti ar major, e oa just va aotrou er gear. Sellet a reas oc’h va lizer, hag ive oc’h va lagad.

— « Oui, vous avez une taie centrale sur l’oeil droit, mon ami. Venez à la session de juin et je vous réformerai du service. »

Ar pez a glasken oa. Eun hanter-heur goude oan dizro d’ar c’hloerdi, eur banne glao em oa tapet en hent. Kenta tra ris oa lakat ar vantell a-istribill, evel em oa he c’havet, e kampr ar c’hloareg nesa d’in.

Eun tamm araok an noz ec’h erruas ar baotred er c’hloerdi, ha pep hini d’e gampr. Me a oa em hini o lenn. Kerkent ma en em gavas va amezeg en e gampr, ec’h en em lakeas da dabac’hat, da gomz outan e-unan, ha trum e teuas da skei war va dor-me.

— « C’est toi qui a pris ma douillette pour aller te promener en ville ? » a lavaras-hen, eur rusder en e benn, gwasoc’h evit ma vije bet an tan ennan.

— « Oui, c’est moi qui l’ai prise pour aller voir le major. »

— « C’est très bien ! elle est propre ! aussi je m’en vais bien vite la faire voir au Supérieur. »

— « Tu m’excuseras, je ne me trouvais pas… »

— « Pas d’excuse chez moi ! »

Hag ar paotrig, reut war e dach, a ieas war eon da ziskouez d’ar Rener e vantell eun tamm priellet deus an traon. E c’helle