Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —

p’e gwir n’em oa biskoaz gallet beza kaporal. Gwir eo er c’hloerdi ne ranken ket tenna war bolomou koat.

Setu me d’an eost 1892 a deuas da Vodilis. Klevet a rean c’hoaz mouez va c’helenner o voudal em diouskouarn. Awechou en noz dre va hunvre, e lorgnen war Descartes, war Kant, ha war meur a filosof all, o devoa bet en o buhez ar gwaleur da vrezelli oc’h ar filosofi scholastique.

Kement oa sanket doun d’in em penn n’oa filosofi gwirion ebet nemed an hini Skolastik, ma ranken kredi va c’helenner, ha ma ranken kredi oa Descartes, Pascal ha Kant tri azen gorniek, heb konta an azenned all o deus great lezennou filosofik, a eneb d’ar baourez keaz « Kolastik ». Mantrus eo, a zonjen, gwelet pegement a dud fall a zo war an douar !

Koulsgoude, epad an ehan-skol, e lezen da gluda el leac’h ma oant va holl leoriou filosofi ; eun tamm mad e kaven gwelloc’h mont bemdez da leina d’eur presbital bennag, eget chom da rendael oc’h eur strollad tud hag o deus tremenet o buhez o klask pemp troad d’ar maout. Ar filosofi a zo eun dra gaer kenan da zeski, hogen biken na vezo kavet an deun anezi, henvel eo oc’h eul lenn ha ne gaver strad ebet d’ezi. Paotred ar politik a zo bemdez oc’h en em zrailla, unan a lavar gwenn, eun all a lavar ruz, hag o daou e kav d’ezo e vezo ar wirionez etre o daouarn, pa ne vezo nemed ar skeud anezi. Setu petra eo ive d’am zonj ar filosofi.

Den na oar netra, pe nebeud a dra eus ar pez a zo, hag an holl filosofed o deus divouedet o fenn o klask ar wirionez, n’o deus hadet nemed gevier aliez en o leoriou heb diazez. Setu ’ta, kennerzet gant ar grad kenta em oa tapet er c’hloerdi bras, ma oa mall ganen dizrei da dapa an eil. Labourat a ris en dra c’hellis, heb en em laza koulsgoude. Er bloa-man oa chenchet leor d’in, eleac’h beza filosof, e oan deuet da veza theolojian.

An dogmou, ar moral eus ar relijion gatolik, abostolik ha romen, a dlie hiviziken epad tri bloaz, leunia va spered. Peadra em oa da lakat em rastell. Evelse, va c’helenner n’oa ket bet nec’het evit diskar da netra an Ilizou Protestant. Schismatik, Mahometan, ha hini ar Boudhisted.

Setu ma ne jome dirag va daoulagad nemed eun Iliz hebken, an Iliz diazezet war ar mean « Tu es Petrus, et super hanc petram edificabo ecclesiam meam. » Setu ’ta Boudda, Mahomet, Luther ha Calvin kaset da chouka, n’oant ket evit chom da bara dirag heol skedus Iliz Jezus-Krist.

Eur c’helenner all a zeske d’in ha d’am c’henseurted, lezennou ar Moral Kristen. Ar Seiz Pec’hed Marvel, ar Pec’hejou Veniel, Gourc’hemennou Doue ha re an Iliz, ha kalz a draou all c’hoaz, oa desket d’eomp a zoare. En eur ger, netra na vanke d’in, nemed lonka ha lonka ato, heb sellet morse euz an tammou.

Desket e vije d’eomp ive c’hoaz beza modest, beza devot, pe e vijemp pe ne vijemp ket. Hogen holl e oamp leun a zevosion er c’hloerdi, ha penaoz ne vijemp ket ! Bep sul o kommunia, hag aliez war ar zizun. En em garet a reamp gwelloc’h evit