— « À bas les crève de faim ! »
Ar serjant daoulagad brein a oa o selaou, hag a gemeras e lod, mar plijas gantan. Klevet em eus abaoue lavaret ez eo maro gant eur c’hlenved louz. N’eo ket eur gwaleur, rak breinet en dije meur a hini all gant e vreinadurez e-unan.
N’em eus ket nemeur a veuleudi da rei d’an arme, ha dreist holl d’ar re a zo oc’h ober an arme. Red eo a-dra-zur kaout soudarded kalonek da zifen gwiriou ar vro oc’h an enebourien galloudus, hogen e Bro-C’hall ez eo bihan an niver eus ar seurt soudarded-ze.
Muioc’h a dud a zo o prezeg a eneb d’an arme eget na zo o teski d’ar zoudard iaouank o vont er c’hazern uhelder ar garg enorapl a ro d’ezan ar vro en devez-ze. Eleiz a dud a zo o lavaret d’ar soudard iaouank n’eo nemed eur sklavour e servich paotred an aour, den ebet na lavar d’ezan ema o tougen ar c’hleze evit difen gwiriou an intanvezed hag an emzivaded. Evelse ar zoudard iaouank ha dizesk, a gred buan komzou flour ebestel an Droug, p’e gwir ne gav den ebet da zislavaret o frezegennou.
Setu eta pa oa echuet ganen va amzer soudard, e teuis da Vodilis. En em lakat a ris a-zevri da zeski kalz a draou am oa ankounac’heat e doug an tri bloaz tremenet e Kemper, e Pont-ar-Veuzen hag e Montroulez. Poent oa d’in chacha, ha sanka traou em spered rak teir zizun goude e-ranken mont d’ar Seminer bras e Kemper, da dremen eun tamm kendamouez.
Ia, d’ar C’hloerdi Braz e iean, d’ar Seminaër, goude beza bet epad tri bloaz o ren buhez ar c’hazern. Goude beza diverglet eun tammik bihan va spered, ha kaset da bourmen diwar va zro ar zonj eus ar fuzul hag eus ar zac’h lerr, e krogen da vad em leoriou skol, em c’hatekiz hag en Histor Santel.
Evelse, war dro ar hemzek a viz here 1891, goude beza saludet militairement aotrou person Bodilis, ha goude beza klevet gantan va fater noster evit beza her c’hemeret evit eun ofiser, e kemeris e Landi an trein evit mont da Gemper. Pa oan en em gavet er Seminer, ar Rener bras a roas d’in eun tamm da zebri, ha war eun tamm paper oa merket d’in al labour em oa da ober. N’oa ket gwall diez ar gefridi da ober. n’oan ket bet daleet. P’em oa echuet, oan kaset da gampr eur beleg iaouank, evit dizrei latin e gallek. N’oa ket eat re fall ganen, evit doare, rak kemeret oan er Seminer, n’em oa mui netra da ober nemed klask eur zae-du hag eun tok deread. E Montroulez e kavis an holl draou-ze, ha d’ar zul warlerc’h, setu me kloarek.
Kement a vez am oa, ma ne zellen oc’h den, zoken oc’h ar merc’hed e Bodilis. Ar re-man a lavare an eil d’eben e rajen eur beleg fier. « Ha koulsgoude a lavarent, n’en deus ket ezom da veza fier, evit mab eur c’hemener ma z’eo ! »