Pa welas awalc’h va c’habiten ne c’hellen ket dougen diou varren ruz, em lakeas da skrivanier e bureo kabiten an dillad. Eno meus tremenet amzer gaer, mes siwaz ne badas ket, rak galvet oan bet da vont da Lokmaria, da larda bouteier lerr, ha kement tamm lerr a ioa er vagajin-ze. Tri pe bevar oamp oc’h ober al labour-ze. Tri miz brao bennag em eus tremenet ive e bureo ar rekrutamant.
Etretant ec’h en em gavas al lezen dri bloaz. Lorc’h a ioa ennon, daou vloaz tennet diwar va c’horf oa.
C’houec’h miz eaz em eus tremenet e Pont-ar-Veuzen, an tri miz diveza eus 1889, hag an tri miz kenta eus 1890. Eno oa ebat hon doare, nemed a rankemp kemer ar gard eun nozvez bep peder.
Mond da redeg ar vro, da ober brezel-vihan, da denna war al loar ha war ar stered, a blije d’in dreist.
Biskoaz, daoust ma oan treut evel eur vaz-kloued, n’oun bet chomet én hent, ato em eus douget ar zac’h hag ar fuzul gant enor. Gouzout a rean em oa va bro da zifenn, ha great em eus va dever penn-da-benn.
An dra-ze ne vire ket ouzin da vont koulz lavaret bemnoz d’ar C’helc’h Katolik a oa d’ar mare-ze er Seminer braz, eur c’hart-leo deuz ar c’hazern. Eno ec’h en em blijen o lenn pe o skriva, pe o kaozeal gant eur mignon bennag, troet eveldon gant ar studi. Ped gwech er c’hazern, abalamour ma tarempreden ar Seminer, n’em eus ket klevet va henvel Cagot ! Jésuite ! etc. Sonjal a rean n’oa an dud-ze nemed touseged hag a c’hoantea taoler o bilim war an dud a zoare, hag e roen peoc’h.
Gwella oa da ober oa ze.
Er bloavez 1890, goude beza bet o redeg ar c’hwitell demdost d’an Naoned goude beza lazet kalz kellien ha morillouned, oan eat asamez gant va c’hompagnunez da gazern Montroulez, kazern Guichen oa hanvet.
Eno, prestik oan bet laket da ober skol d’ar soudarded azenna, hanvet la classe de fer. Deski rean d’ezo c’hoari a zoare gant fuzuliou, gant gwialennou, hag abenn ma oan paouezet outo, e ouient rei taoliou dourn serret a-gleiz hag a-zeou, ha ma vijent bet lezet, o dije en em doulgovet o rei taoliou treid an eil d’egile. D’ar mare-ze oa skanv va gar, soubl va c’horf evel hini eur zilien, ha lampat a ouien dreist ar c’haeou koulz hag eur c’had a zo eur c’hi war he lerc’h.
Koulsgoude e miz mae 1891 ec’h en em gavas ganen eur gwall darvoud. Eur mignon soudard d’in, hanvet Stobac, eus kosteziou Pont-n’Abad, a lavaras d’in ober eul lizer d’ezan. Ar soudard iaouank n’oa ket desket, hag ouspenn, da sadorn da noz goude koan oa ganet. Raktal ec’h en em lakis oc’h taol, hag e ris eul lizer. Ar soudard a c’houlenne dek lur digant e dud. Eur mignon all d’in, va amezeg gwele, a ioa ive, digor frank e c’henou gantan o sellet ober al lizer. Eus a Gerzent-Plabennek oa hen. Eiz dez goude, d’ar zadorn da bardaez, ar