tiou Bodilis, ha me ive em bije ebat o klevet menek eus ar pez a dremene.
Bep lun ive koulz lavaret, eur paotr bennag eus ar skolach a roe d’in dre guz eul lizer bennag da gas e kear, hep tremen dre zaouarn ar Rener. Me a roe al lizerou-ze dre guz ive d’am mamm. Gouzout a rean e tizenten oc’h reolen ar skolach o rei en doare-ze lizerou d’am mamm da lakat er post e kear. Met bah ! ar baotred a roe al lizerou-ze d’in-me, a roe d’in ive meur a dra, dillad hag eur gwennek bennag ouspenn. Ne zonjen ket kennebeut oa ken grevus evel ma oa ar pez a rean.
Eun devez, va mamm a oa deus ar pardaez-noz o lakat gaz-mill el lamp ; kregi reas an tan ennan, hag ar pez a ioa gwasoc’h, e bleo va mamm e krogas ive, ha panefe va c’hoar gosa, a daolas eul linser d’ezi war he fenn, e vije bet devet ez veo. An dra-ze oa e miz meurz 1888.
Va mamm a rankas chom teir zizun bennag war he gwele. Va zad neuze a deuas e leac’h va mamm da ober marc’had Lesneven gant eur zac’hadig dillad-koz. Ne vije ket aliez, rak va mamm ne leze ket kalz a dro gantan da vond.
Eul lunvez eta va zad a deuas d’am gwelet, just d’ar mare ma oa ar skolaerien o vont d’ar studi. Me her gwelas e toull an nor, a dec’has eus ar renk hag a ieas da lavaret kenavo d’ezan. Dre-guz e rois d’ezan eul lizer, hag e lavaris d’ezan her lakat er vouest. Va zad a lakeas al lizer trum en e c’hodell ha gantan etreseg ar post. E oa o vont da deuler ar paper en toull, pa welas n’oa timbr ebet warnan. Neuze, e teuas en dro d’ar skolach, hag e c’houlennas va gwelet ha kaozeal ganen.
— Ar Floc’h, eme ar porzier, a zo o studia, mar ho peus eun dra bennag da rei d’ezan, roit anezan d’in, ha me her roio d’ezan.
— Eul lizer en deus roet d’in bremaik, ha n’eus timbr ebet warnan, hag oun nec’het gantan, eme va zad.
— Roit al lizer d’in, ha me bremaik a entento outan evel m’eo dleet, a lavaras paotr an nor.
Va zad ne zonje ket hirroc’h, a gave d’ezan e c’helle beza dinec’h o rei al lizer-ze d’an hini a ioa karget eus holl gefridiou ar skolach.
Ar zervicher feal a ieas raktal da ziskouez al lizer da rener ar skolach, hag eun hanter-heur goude e oa galvet Ar Floc’h da vont da gaout ar Principal. E meur a dra e sonjen en eur vont goustadik.
Marteze, emeve, eman va eontr beleg aze, deuet da baea evidon, ha da lavaret d’in kemer kalon beteg ar penn diveza.
En eur ger, e mil dra e sonjen, ha ne zonjen ket el lizer. Pa oan eat e kampr ar Rener, oan laket da azeza war eur gador. E oan o sonjal en dle em oa dastumet, pa ziskouezas an aotrou eul lizer d’in, ha n’oa timbr ebet warnan.
— C’est comme cela que vous oubliez d’affranchir les lettres que vos amis et collègues vous donnent pour mettre dans les boîtes aux lettres de la ville ?