led, ha me a reas eveldan, hag hon daou e pedemp ar Werc’hez da skuilla he gwella bennoziou war ar skol ha war ar skolaerien. Koulsgoude n’oant ket evit harz da sellet a-gorn oc’h ar rezin reut a welen a bep tu d’in dre ma ieen gant an hent, biskoaz n’em oa gwelet tachennadou rezin evelse.
Pa oamp digouezet en hor maner, va breudeur nevez a en em lakeas war eur renk, hag holl e pokchont d’in ; e oan o breur. Eiz dez goude, maner Itron-Varia al Lili a ioa dilezet, mont a reamp holl d’hon ti e kear, evit heulia skol ar Jezuisted.
Me oa laket er bederved klas, an Tad de B. a rea d’in skol latin, hag an Tad M. a ziske d’in eun tamm gregach ha saoznek. Red eo anzao e oa ar Jezuisted kelennerien dispar, ha n’eo ket heb souez int bet a viskoaz brudet ha darempredet gant an dud pinvidika eus ar vro.
D’ar mare-ze, er bloavez 1884, me em oa seitek vloaz. Pemzek vloaz hanter em oa pa oan kroget da zeski al latin, e miz mae 1883. Setu ma oa tremen poent d’in chacha, ha sanka em spered ha latin ha gregach ha c’hoaz eur bern traou all. Er skol gant aotrou kure Bodilis, e c’hoarien muioc’h evit na labouren, ha dre-ze, pa en em gavis e Poitiers, e kavis mignoned hag a oa kalz iaouankoc’h hag ive kalz desketoc’h egedon. Kaer em oa deski ha deski ato, ec’h en em gaven bepred dindan va beac’h. Va zad-rener a dlefe beza va laket er bempved klas, met m’oarvad e sonje n’oan ket re iaouank da vont e bederved. Labourat a rean eus va gwella, evit deski Virgile ha Ciceron ha ganto ar Cyropédie hag all.
Vu buhez e Poitiers a zo bet eur vuhez a evurusted. Dizoursi, dibreder oan eno, ha ne zonjen nemed beza eun deiz eur Pesketaer mad a eneou da Zoue. Gwech ha gwech e skriven d’am zud, ha bep tro e lavaren d’ezo ne c’helled ket beza evurusoc’h. Hunvreal a rean awechou e vijen oc’h ober katekiz d’ar gouezidi, pe o kouskat en o zouez. Bep sizun e teue lizerou digant misionerien iaouank, ha d’ar zul goude lein, an tad-rener o lenne d’eomp en eur vali gaer, dindan disheol ar gwez uhel e maner Itron Varia al Lili. Va spered a venne nijal beteg ar broiou leac’h ma oa ar visionerien-ze, hast em oa da veva ar vuez a renent a-bell bro, tanva o zrubuillou hag o flijaduriou a felle d’in.
Pa deuas ehan-skol pask, e oamp eat da dremen pemzek dez d’ar maner. Eno e vijemp laket da ober a bep seurt labouriou. Darn a skube ar c’hampreier darn a iea da labourat er jerdrin vras. Setu ma oa lavaret d’in eun devez kemer eur valaen, ha mont da skuba eur gampr eus ar zolier genta. E oan a-zevri krog gant va labour, pa glevis eur strakaden, eur weren diwar unan eus ar prennester a oa brizillet. An tad-rener e kounnar a lampas er meaz eus e gampr, evit gwelet petra oa c’hoarvezet. Pa welas an tammou gwer war leuren ar gampr, ha me en o c’hichen, e tamallas deustu d’in an torfed. Kaer em oa lavaret d’ezan n’oant ket kablus, kaer em oa en em zifen, lavaret oa torret ar weren gant eur mean stlapet eus an