divezatoch. E pe gostez eman wirionez hirio ? Den na oar, ha koulskoude ema-hi a c’henel evit eur gostezen pe evit eben. An den eta zo libr da lavaret e zonj, libr ar re all d’her c’hredi, pe da jom heb ober.
Ar Bobl en deus sanket doun e kalonou meur a Vreizad ar garantez a dle peb den maga evit e vamm vro, ha dre-ze. hebken ez eo dellidus eus hon doujans, dre-ze eo eun dever evit peb Breizad gwiriou hen lenn her skigna dre-oll, evel eun haden hag a vago divezatoc’h dre ar frouez a daolo, sperejou ar Vretoned.
Evit ar pez a zell oc’h ar brezoneg, Ar Bobl n’en deus ket tec’het diwar ar rouden wirion, ha bepred e vezo evit peb Breizad rik ar rouden da heuil evit digouezout e porz ar zilvidigez. A dra zur meur a hini va dislavaro e kever ar poent man ; met gwelet e vezo divezatoc’h e pe du eman ar wirionez, gortozomp hag e welimp.
Abaoue Kendalc’h Rostren, abaoue Kendalc’h ar C’hastelnevez, abaoue Kendalc’h Lokronan Leon, ez oun bet meur a wech er c’heariou-ze, ha n’emeus klevet nemet fall eus ar c’hendalc’hou.
— « Petra eo an dud-ze, a zo bet aze oc’h ober bos gant merc’hed dic’hizet ? quel mardi gras ! a lavare darn all ! Quelle bombe à tout casser ! » ha kalz a draou all evelse am eus klevet er c’heariou bihan-ze, goude ma vije tremenet drezo Kendalc’herien Kevredigez Broadel Breiz. E Plougas. tel, d’am zonj, eo e oa gread d’eomp ar c’haloneka digemer, ha koulskoude em eus klevet oa dare an dud da zont war hor lerc’h gant bizier, kement a freuz a oa great en o farrez. E Lokournan ez ea ar piano en dro war ar ru da eunnek heur pe da hanter-noz ; setu ma oa barnet en eun taol an c’hendalc’herien, ha ma oant kemeret evit frikoterien. En eur ger pep hini hor barne hervez e zonj, hag ive hervez en devoa klevet gant re all. Setu n’oamp mad nemet da hada freuz etouez an dud. Ha koulskoude, e gwirionez, an holl dud-ze a fazie, rak e kalon pep hini ac’hanomp n’oa nemet eur ioul, ar ioul da hada e kalon ar bobl hor selaoue, tan ar garantez a dleomp d’hon bro. N’oamp ket en em vodet er c’heariou-ze evit frikota, evit ober goap eus tud ar broiou-ze, met eat oamp evit lavaret d’ezo karout o bro muioc’h-mui bemdez, karout he iez, karout he c’hustumou, hag an oll draou o deus great eus hon tadou, ar bobl krenva eus ar bed. Setu ioul Kevredigez Broadel Breiz.
A dra-zur ar ioul-ze a zo da veza doujet, da veza skignet dre-oll, da veza hadet e kalon peb Breizad, ha ne ver ket evit meuli morse awalc’h an dud a ro o foan, o arc’hant hag o amzer d’eun hevelep labour. Met n’eo ket awalac’h kaout en hor c’halon ar ioul kaer-zé, red eo c’hoaz gouzout an tu d’her
2