Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1931.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —


Eun devez, va mestr a lavaras d’in e kasfe ac’hanon da glask fret da baperou e voullerez, da werza paper evitan en tiez a gonverz diwardro. Evit mont da ober al labour-ze, oa red d’in kaout dillad deread, ha n’em oa ket eur chupen. Sonjal a rean em bije bet war gred, met e vije bet red d’in rei bep miz eun dra bennag, ken em bije paet va dillad. Setu e welen oa du an oabl evidon adarre, rak m’em bije prenet dillad nevez, lakomp evit kant lur hebken, e vijen bet berr epad dek miz dioc’h renk, o rei hebken dek lur ar miz evit va dillad, ha dek lur all d’am zud.

Setu ma ris va zonj da vont adarre da redeg ar c’hartel, « da vont da Guitern, diou leo hanter en tu-all d’an Ifern. » D’ar bemzek a viz Even 1910 e tilezen Moullerez « Ar Bobl. » Tri miz ha pemp devez oun bet enni, ha m’em beus hi dilezet, ar c’hoant da zikour bemdez muioc’h mui va zud, eo a zo bet penn-abeg d’in. A dra zur, ma n’em bije bet den ebet da harpa, e vijen bet gwelloc’h eno evit e kement leac’h all oun bet, rak va mestr va c’hemere, n’e ket evit e vevel, met e genlabourer, en karantez Breiz.

Ar Bobl a zo eur gazeten hag a zo bet plijet d’in a viskoaz, baoue m’he anavezan. Er bloavez 1904, e oan bet e Keraez, hag em oa kemeret unan eus an niverennou kenta a deuas eus ar wask. Goudeze, beteg miz Even 1907 n’em oa mui gwelet al liou anezi, rak e bro Leon n’he c’haven ket. Met abaoue avad, e kavan hir ar zizun pa n’em be ket lennet « Ar Bobl. » Deuet oun da veza damhenvel oc’h ar vugaligou vihan-ze hag o defe plijadur o welet o mamm o vont d’ar zul d’an oferen, rak gouzout a reont e teuio d’ezo ganti eur gwennegad madi. gou. Va gwennegad madigou d’in-me bep sizun eo « Ar Bobl », dousder a gavan, enni, dre ma kaoze eus a Vreiz-Izel, ar vro a dlefe peb Breizad karout eus a greiz e galon. Meur a hini em eus klevet o lavaret e tro Ar Bobl gant peb avel, eur zadornvez e vezo a du gant heman, ha d’ar zadorn warlerc’h gant henhont, hervez ma vezo poulzet gant an avel.

D’am zonj, Ar Bobl n’eman a du gant den ebet, uhelloc’h ec’h en em zalc’h, ha deus uhel, e wel gwelloch ar wirionez, hag e tiskuill heb argila, ar wirionez eneb d’ar bed.

Evit plijout d’an holl
Ranker beza fur ha foll.

hag a gavo d’ezan a zo eur wirionez, a gavo kément a dud. da vont eneb d’ezan, evel da vont a du gantan.

Me zo sur ar Brusianed a gav d’ezo e c’hounezent a tréac’h war o enebourien, ha ma iafemp da Verlin da lavaret d’an dud-ze e vezint koll en taolman, e lavarfent. « ia, pa vezo lazet an holl Fransijen ganeomp. » Ar Fransijen ive a gao d’ezo ez int sur eus o zaol, e teuio an Alzas hag al Lorraine d’ar Frans adarre, ha ne ve ket brao lavaret da hini anezo, n’eo. ket gwir ar pez a leveront. Setu aze eur wirionez e peb kostezen, ha koulskoude an diou wirionez-ze ne raint nemet unan