gwelet ar vered ha traou all. Caurel (Evnig Arvor,) gant strollad Sant-Nikolas-ar-Pelem, a erruas wardro deg heur, ha goude lein, eun niver braz a dud a oa bodet evit selaou pez-c’hoari Ar Garrec, c’hoariet mad-tre war dachen ti-skol ar merc’hed. Wardro c’houec’h heur eus an abardaez, e kemeris an trein evit mont da Geraez. Mont a ris da loja da Sant-Anton, hag antronoz, abred e kemeren hent Bodilis. Chom a ris neuze eur pennad er gear da c’hortoz ma vije great an eost. Neuze ec’h en em lakis a-zevri da skriva eun histor hir evit ar C’hourrier du Finistère. Histor Agnez a Gerne-Leon. Met allaz ! netra n’em boa bet éviti, daoust ma kave d’in em bije ar priz kenta.
Bepred, abaoue an oad a drizek pe bevarzek vloaz, ez oun bet eur mignon karentezus d’al louzeier, ha dreist-oll d’al louzeier a gaver er prajou, er parkeier hag er c’hoajou. E Poitiers e 1885, unan eus va c’helennourien a lavare d’in lezer eun tam a gostez ar Botanique, evit en em emell muioch eus an traou all a oa muioc’h red d’in da c’houzout. Er c’hloerdi e Kemper, em oa prenet eun tam Microscope a bemp lur warnugent, evit studia al loened munut hag al louzeier. Bepred eta em eus karet en em emell eus al louzeier ; dre-ze, pa gavis an tu da vont d’o gwerza, ne gilis ket, ha plijadur em bije bet evelse, m’em bije kavet war ar meaz tud speredet awalch da gompren oa evit o brasa mad kaout en o zi louzeier evit ar c’hlenvejou a zamm o loened. Met allaz ! Yann Gouer a zo pounner a spered, hag a gollo c’hoaz dre e faot kalz loened. Ped ha ped all n’em eus ket klevet o lavaret : « Ma z’eo d’am loen mervel, e varvo, ha goude ma ve aze war e dro gwella louzaouer zo er vro ! Bolontez Done ra vezo great, etre e zaouarn ema va loen ! ha kalz a draou all evelse, diskiantoc’h an eil evit egile. »
— « Petra rafech, a lavaris eun devez da unan eus ar Yannou diskianta a zo e Plouguin, petra rafech, ma teufe d’eoc’h chom eun dro bennag el lagen gant ho Karrad boued loened pe draou all. »
— « Petra rafen, nemet mont da gerc’hat eul loen all, pe daou ma ve red, evit tenna va c’har er meaz eus ar vouillen ! »
— « Gwelloc’h e vije d’eoc’h, a lavaris, en em lakat war bennou ho taoulin, da bedi Doue a-zevri, rak Doue en deus muioc’h a nerz eget holl loened Plouguin, da denna ho karrad er meaz eus ar fank. »
— « O ia ! gouzout a ran ez eo Doue eun den kapabl, met abenn ma vije deuet eus ar baradoz d’am zikour, me, pell a vije, em bije great va zro er gear, pe e ti ar c’henta deuet, hag em bije kavet sikour, ha neuze Doue n’oa ket red d’ezan ober eur mirakl evit tenna va c’har d’in-me eus ar vouillen. »
— « N’eo ket tam ebet retoc’h d’ezan ober eur mirakl evit parea kemen loen a glanvo d’eoc’h, ha Doue a lavar d’eomp : en em zikourit, ha me ho sikouro. »