Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1931.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —

traou da zidarcha au dillad, ha me eo a oa karget gantan da ober ar gefridi-ze dre oll e Breiz. Kemer a ris adarre eta va zac’h ler, ha ganen eur guchen vad a vuredou, ec’h en em lakis en hent. Azaleg an dek a viz du 1913, beteg an devez kenta a viz eost 1914, em eus redet dre Vreiz, o skigna dre-oll louzeier mad ha marc’had mad evit didarcha an dillad, Eur vicher vad eo hounnez, gwerzet em eus en eiz miz eur niver braz a vuredadou, koulz e Leon evel e Kerne hag e Treger, ha dre-oll em eus kavet parreziou fall ha parreziou mad, tud berr a spered ha tud speredet kaer. E. Pontekroaz, pa oan a vont d’ar gar, eur c’heaz den a en em lakas en e brennestr da hopal warnon, ha da lavaret d’in : Yann Seitek ! abalamour n’oa ket henvel va dillad oc’h e re. Klevet em oa goude han an azen-ze. E Pont n’abad hag e kalz keariou all, ha dreist-oll e Penn-ar-Bed, ar vugale a rede war va lerc’h, abalamour d’am dillad Kerne, giz Koray. E Kemper, e kleven tri goaz o kaozeal, hag unan anezo a lavare : « Piou a oar eus a beleac’h eo hennez ! marteze eur Prusian ? marteze eur Chinois… dic’hizet ? » ha darbet oa bet d’in beza kemeret evit eur spier allmand.

En eur bourk, tost da Landreger, al louzaouer eus ar bourk-ze a oa bet darbet d’ezan lakat an archerien war va lerch, abalamour oa ganen gwelloc’h traou evit e re da zidarcha an dillad. Allaz ! paper a oa ganen, ha n’em oa ket aoun oc’h archerien. E Ploubalay e rankis diskouez va faperiou, rak o veza ma oa en devez-ze straket ar brezel, an archerien a oa muioc’h en aoun na vije spierien er vro.

En neb beac’h all ebet n’eo bet goulennet ouzin va faperiou, gwisket re vrao-oan, hag an archerien va leze e peoc’h da veachi ha da ober va c’honverz ; sonjal a reant m’oarvad edon eur marc’hadour chistr eus ar re vrasa eus Kerne.

Bet oun e kostez Sant-Briek, Lamball, Dinan… Er vro-ze ne gomzer ket ar brezoneg. Ar broiou ze a zo nebeut a re vad anezo evit ar veachourien, hag ennon va unan em eus meur a wech sonjet : E bro gallo ne ouezer nemet galleg fall, hag er vro vreton e ouezer ha galleg ha brezoneg, ha lavaret e ve great o deus ar Vretoned rik eun hanter muioc’h a spered, dre ma ouzont eun hanter muioc’h a iezou. Kalz merc’hed pennou teval am eus kavet e bro gallo, nebeut a spered e krogen o fenn. Eur c’halz anezo ne felle ket d’ezo sellout oc’h ar varc’hadourez a ginnigen d’ezo, dont a reant da doull an nor da lavaret d’in, heb gouzout petra oa ganen : « Pas besoin ! »

E bourk Crehen oun bet, ha n’em eus ket gallet gwerza evit eur gwennek a draou d’an dud droch a zo enni. Evurus n’e ket ta an dud a zo paour a spered !… ar re-ze n’o deus ezom netra nemet eun tam bara seac’h da chaokat. An azenned a zo evelto, n’o deus ezom netra… netra nemet eun tam askol da lakat etre o dent.

N’em eus eta tam meuleudi ebet da rei d’ar vriz vretoned eus bro Gallo, ha d’am zonj, an dud keiz-ze a vank kalz d’ezo abenn talvezout àr Vretoned a zo en tu-man da Gastelaudren.