Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va beaj Sant-Woazeg ha Kemperle, An Oaled, 1935.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

penn Bevet Breiz ! Bevet ar Gourennerien ! Antronoz vintin oan bet o tebri yod kerc’h gand eur volennad jistr e Sant-Thurien, e ti kerent tost d’an Doktor. Peger mad e kaven ar bara segal, amann teo warnan ! Pegen eürus eo ar c’houeriad ma c’hanavezfent o eurvad !

Er penn kenta eus an teir sizun am eus tremenet dindan toen va madoberour, heman en em lakeas da sevel eur sôn diwarbenn eur plac’h koz hag he devoa bet ar gwalleur da rei an dilez d’he mab, hag heman he lakeas er c’hlanvdi, en hospital Kemperle ! Ne deue morse ar mab da c’houlenn digant e vamm penaos oa ar bed ganti, rak sonjal a rae an den digalon n’he devoa mui e vamm nemet an dourn da c’houlenn. Ha ! an dilez a laka ober kalz freuziou e bro Gerne !

Ar werz-ze am eus kavet kaer meurbet, ha ma vefe anavezet evel ma tlefe beza, eur vad disans a rafe er vro-ze, ha digeri rafe o daoulagad da veur a hini war ar poent-se. Kalz poan en deus kemeret an aotrou Cotonnec gant ar werz hir-ze ! Ne lavaran gaou ebet, pa lavaran ez eo bet renevezet pemp gwech bennak e teir zizun, ha bep tro e wellae gantan.

Kan-bale gourennerien Breiz a zo dudius ive ha gwelout a reomp ez eo ar Son-ze graet gant eun den hag en deus gwad gourenner en e wazied, kemmesket gant gwad breizad ter. Alies a-walc’h, pa zeue ar pardaez, va mignon ha me a rae frapadou berr a vale dre gêr, mont a raemp a-wechou da welout an aotrou Steir, rener Kelenndi Kristen ar bôtred e Kemperle, ha va mignon a gane e son nevez : Plac’h koz an dilez, ken doanius.

Evelato, eun dervez e liviris d’am herberc’her e kaven oa deut gwellaenn em diouhar, hag e oa evidon ar mare da vont adarre da Sant-Woazeg da beurachui va labour boulc’het.

— O, Loeiz, chom c’hoaz eur pennad all, n’emaout ket a re em zi, kamma rez c’hoaz, n’out ket pare a-walc’h.

Evel just, n’em oa netra da ober nemet senti ouz an den ne glaske nemet va mad. Ha pegwir n’em oa nemet plijadur, tra aes oa evidon ar sentidigez.

Setu ma chomis er c’hlanvdi betek ar zul 18 a viz c’houevrer. En dervez-ze an aotrou hag an itron gant o gwetur dre dan am c’hasas da bresbital an aotrou Saout.

An doktor Cotonnec en deus tremenet e vugaleaj e Sant Woazeg, hag e dud a oa o terc’hel tiegez bras Trevarez, brasa atant a zo e kanton ar C’hastell-Nevez. E Sant-Woazeg eo e krogas da zeski al latin, ha diouz eno eo ez eas d’ar C’helenndi.


War va c’hiz da brespital an Aotrou Saout


Oc’h achui edo ar gousperou, pa oamp oc’h erruout er vourc’h. Eun dro d’an iliz, da welout skeudenn gaer Sant Woazeg, eur bale d’ar vered, da welout beziou kerent an Doktor, eur redadenn d’ar presbital da welout eun daolenn goz a zo er zal-debri, ha va daou vadoberour, goude beza tan-