Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


Per

Penaos ’ta, Lan ?… Hag ez eus seiz pôtr yaouank ouz he goulenn, — ha pell zo, en-deün.

Lan (souezet)

Seiz pôtr yaouank a zo o c’houlenn Agnez !… Mat, biskoaz kement-all !… Ar merc’hed yaouank n’eo ket diouz o gwelet eo mont d’ezo, evit doare. — Ha piou an diaoul eo ar re-ze neuze, Per ?

Per

Lizeri a deu d’in eus pevar c’horn ar bed eur pennad zo. Me lavar d’it, Lan, e vezi souezet pa weli piou eo ar re a c’houlenn Agnez diganen.

Lan

Ha komzet oc’h eus gant ho merc’h diwar o fenn ? Ha sûr oc’h e vezint digemeret ganti ?

Per

Emichans, evelato, p’eo gwir e skrivont d’an tad e skrivont ive d’ar verc’h ! An dra-ze, Lan, a zo sklear evel dour feunteun !

Lan

Me ne lavaran ket eveldoc’h, Per, ha da ziouall oc’h eus na ve ar ganfarted-ze oc’h ober goab eus ouzoc’h hag eus ho merc’h.

Per

Te a zo eun alvaon, Lan. — Me zo sûr emaïnt da vat oc’h ober al lez da Agnez. — Ha perak ne vent ket, a gav d’it, p’eo gwir va merc'h a zo fur, desket mat ha pinvidik gand an dra-ze.