Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ARVEST KENTA


————


I DIVIZ
PER HA LAN


Per (o tana e gorn-butun)

Azez amañ em c’hichen, Lan, ma livirin d’it dioustu bremañ an traou grevus a zo war va spered eur pennad zo, hag a ra enkrez d’in leiz va c’halon.

Lan (sabatuet)

Traou grevus ! Per… a zo war ho spered ?… Evelse e kavan d’eoc’h eun dremm ankeniet eur pennad zo. — Hag e sonjit lavaret d’in-me ho poaniou, Per ?…

Per

Poan lodennet
Poan dibennet.

Ha setu amañ petra zo war va spered oc’h ober poan d’in. Va merc’h Agnez, gouzout a rez, a zo o ren he fempet bloavez war-nugent ; ha d’an oad-ze eur plac’h yaouank a zo poent d’ezi ober eur pried, eur voereb, pe… eul leanez.

Lan

Agnez, m’hel, lavar d’eoc’h, Per, a vezo diaes bras da fortunia. Ho merc’h n’eus tam avel ebet en he fenn. Eur plac’hig sioul eo, dereat hag izel a galon… Nan, nan, Per, ho merc’h ne zimezo ket, hervez pep doare.