Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —


Biel

Dont a ra braoc’h braoa ganez. Bremaïk ma teu va c’hoar aman, e ri da lez d’ezi, hag arabad e vezo d’it avât beza re lent, pe an holl a c’hoarzo d’it, entent a rez ?

Fanch

Evidon-me, n’em eus biskoaz em buhez c’hoarzet kement hag hirio ! O tra avât ! Ha pa m’eus gwelet Izidor o tourtal Biel hag o lucha outan, oun dioustu dirollet da c’hoarzin ken na vennen reuda !

Lan

Te Fanch, n’out nemed eur brichin, eur bourjin echu.


————


IX DIVIZ
AN HEVELEP RE, PER


Per

E lec’h dont he-unan beteg ennomp, va merc’h Agnez he deus roet d’in al lizer-man da lenn d’eoc’h. Gwelomp petra lavar. (Lakât a ra e lunedou.)

Va zad ker,

« Eun eur zo emaoun o selaou petra livirit ha petra leverer ac’hanon. Setu ama va zonj diwar-benn ar seiz pôtr yaouank hoc’h eus digaset amañ hirio d’am goulenn. Didroïdell e lavaran d’eoc’h em eus oad ha skiant a-walc’h evit dibaba va-unan va fried. Ha deuet eo d’in ar poent da ober va dibab…

Fanch

Takebie !… Daoust ha me e ve hennez !… Krena ’ran !