Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —


Fanch (en e zav, o tenna e dog)

Bevet ar brezoneg !… Bevet Breiz !… ::::Bepred Breizad !…

Per

Bremañ eo mall d’in, mont da gemenn da Agnez dont aman dioustu da lavaret he zonj ha da rei he disentez. (Mont a ra kuit.)

————


VIII DIVIZ
AN HEVELEP RE, NEMET AN TAD, IZIDOR


izidor (o tont, tenval e benn)

Me zo deuet aman da c’houlenn Agnez.

Biel

Ha desket ec’h eus breman goulenn eur vaouez ?

izidor

Ya, va mamm he deus lavaret d’in c’hoarzin outi, rei taoliou lagad d’ezi ha lavarout d’ezi he c’haran a greiz va c’halon !

Biel

Da c’hortoz ma teuy Agnez, deus amañ em c’hichen da ziskouez d’in penaos e ri pa vezi da vat ouz he goulenn.

izidor

(Azezet, a c’hoarz :) O Bielig, me zo deuet aman hirio d’az koulenn, poulzet gand ar garantez em eus evidout, hag am bezo atao.

Biel

Lavar Agnezig e-lec’h Bielig, rak n’emaout ket o c’houlenn ac’hanon-me, moarvat !