Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


Biel

Grand nigaud ! Tu viens de dire que tu es ivre et qu’il faut te conduire au violon. — Voilà ce que c’est mon garçon d’avoir oublié le breton.

Yvon

Alorsse, je n’aurai pas la fille, dis donc, Biel ?

Per (o poueza e c’heriou)

Eur vez eo kompren ar fae ar ra Bretoned-se war yez ho bro, war ar brezoneg, dreist-holl p’o deus tremenet eur pennad war-laeziou. Nao war dek eus ar re-mañ ne ouezont nemed eur stlabez galleg, a zrailhont evel kolo da lakat dindan ar moc’h bihan. Peadra ve da reuda o c’hoarzin d’ezo pa gomzont o galleg-saout, n’oar den e anaout. — Hag ar pez a zo doaniusoc’h ha mezusoc’h c’hoaz eo gwelout Bretoned chomet e Breiz oc’h ober evel ar vriz-Vretoned-se, o teuler ive dismegans war o yez, o koll o brezoneg mat gant eur c’hoz tamm galleg fall.

Oc’h ober fae war ar brezoneg, e reomp fae war hon tud koz,

tud seder ha krenv,
ar bobl kaloneka a zindan an nenv ;

e reomp fae war hon tad, a c’hounezas d’eomp, e brezoneg, hon tamm bara kenta hag a ouezas ober ac’hanomp tud, mat d’al labour ha kalet ouz ar boan ;

e reomp fae war hor mamm he deus hon luskellet en eur gana d’eomp « e brezoneg », he deus desket d’eomp pedi « e brezoneg », ha deus gouezet ober ac’hanomp kristenien eus ar re wella.

Ra vezo lorc’h ennomp o komz yez hon tadou mat ha fraes, e peb amzer hag e pep lêc’h.