Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


Fanch (o c’hoarzin ouz an dud)

Ha ! ha ! ha !… Set’ amañ, avat, eur vaskaradenn vollarjez ha ne oar na galleg na brezoneg !…

Biel

Goulenn Agnez diganen-me bremañ dioustu.

Yvon (o skrabat e benn)

Me zo !… mezo !… deuet da kou… kou… koulenn da varc’h.

Biel

Mezo out hag out deut da c’houlenn va marc’h ! (Tu es ivre et tu es venu demander mon cheval.) Ha petra ri gant va marc’h ? Arc’hant a zo ganez d’e brena ?

Yvon (d’an tad)

Quoi qu’y disait, pépère ?

Per

Ne ententan ket ar galleg-saoud a zo ganez-te, tam lakepot, Parizian daonet.

Biel (o c’hoarzin)

Tu demandes le cheval au lieu de demander la fille, grand bêta que tu es ; et avec cela tu dis que tu es ivre, alors que tu ne l’es pas du tout.

Yvon (da Viel)

Toi tu diras à moi alorsse quequ’y faut z’y dire à seule fin d’avoir la fille… et t’auras cinq francs et un gros « pinard » de moi-t’-à -l’heure.

Biel

Viens ici, Yvon Pennadoz, que je t’apprenne le breton.