Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

seiz sac’h bet d’ezan, hep konta ar re ne anavezomp ket hag en deus bet du-hont er broiou-all, douetus bras…

Biel (dichek)

Forz ne ra d’eomp pet maouez eo bet Olier e c’houlenn. Met, ma rafe va zad diouzin-me, n’eo ket da Olier Robel, mortelod a genwerz, eo e rofe e verc’h da verzeria. — Eur mezvier, m’hen tou, a zo, dija dimezet ; ya, dimezet d’an evachou fleriüs. D’ezo eo e ro e yalc’h, e yec’hed hag e vrud-vat, ha re alies ive, siouaz ! yalc’h, yec’hed ha brud-vat e familh.

Fanch

Takebie ! Olier, va fôtr, lous eo da roched. — Lavar dre va faot, pa gari.

Per

Azez aze e-kichen ar re all da c’hortoz Agnez.

Fanch (daou viz war e fri, a bella e gador)

Flear an toutouz a zo ganez, Olier gaez !

Olier

Ro peoc’h ha lez da storlok, koz lemmer kontilhi-beuz.


————


VI DIVIZ
AN HEVELEP RE HAG AUGUST LOPER OUSPENN.


August

(En eur zaludi :) Setu me digouezet, Per, da c’houlenn hirio da vat diganeoc’h ho merc’h. Gouzout a rit n’heller ket ober bara sasun hep goëll, ha me zo deuet hirio da c’houlenn diganeoc’h ar goëll-ze. Gand an