Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —



IV DIVIZ
AN HEVELEP RE HA JOB JUPEN OUSPENN


Job

Doue r’ ho pennigo ! Hag ar bed gand Agnez hirio, Per ? Er ger emañ ?

Biel

Ne zaleo ket da zont, Job, ha da c’hortoz em eus eun dra da lavarout d’it dioustu.

Job

Ha petiaoul ez pefe da lavarout d’in, Biel ?

Biel

Ma ne vijes ket bet o c’houlenn va c’hoar, ar pez am eus da lavarout d’it ne zelle ket ouzin, met p’eo gwir out deuet aman d’he goulenn ez eo red d’in lavaret d’it krak-ha-berr ar pez a zo war va spered. Klevet ha klevet a berz-vat em eus emañ ennout tech ar vezventi, e vezez mezo kalz re alies, siouaz !

Jop

Gwin Toulon a zo gwin mat, Biel !

Biel

Pa ne garger ket re dioutan, Job ! Hag ouspenn, evit doare, ec’h eus eur gwall voësoun, ha neuze da zaouarn a vez hardiz da lopa, hein ! Ha sonj ec’h eus eus ar Moko az poa badaouet du-hont e Toulon gand eun taol dourn. (O tiskouez Lan :) Ha sonj ec’h eus ez poa disul diweza amañ er gambr-man klasket strinka Lan er-maez dre ar prenestr, va fôtr ?