Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —



EIL ARVEST


————


I DIVIZ
PER, BIEL, LAN


Per

Se'tu ’ta hep dale hon devezo ar blijadur da welet ar ganfarted oc’h arruout adarre o seiz da c’houlenn diganen va merc’h. Komzet em eus deac’h diouto da Agnez, ha pa ’m eus lavaret d’ezi petra oant, n’he deus ket rannet eur ger evit lavarout d’in pehini anezo eo a blije ar muia d’ezi.

Lan

Me a laka e vezo diaes bras gwakolia ho merc’h, Per, rag eun tammig oad he deus, ha skiant a zo n’eus forz pegement. Farsus e kavan zoken e vijec’h en em emellet da glask eur gwaz d’ho merc’h ha d’o gervell holl da zont d’he goulenn er memez dervez. An dud a gaozo diouzoc’h, anat d’eoc’h.

Biel

Me a lavar evel Lan, ha lavarout a ran eo bras a-walc’h va c’hoar da zibaba he-unan ar pried a blijo d’ezi ar muia. Eur pec’hed marvel a rafec’h ma lakafec’h Agnez da zimezi en desped d’ezi gand unan pe unan eus ho kanfarted.