Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

a-benn disul. Aonik oun hirio ha mezek oun ive. — Met disul, pa vezo va dousig dirazoun me a ouezo brao bras komz outi dereat.

Per

Evit beza barrekoc’h, goulenn digant da dad penaos en deus en em gemeret evit goulenn da vamm !…

Izidor

Nag a ardou a rankin da ober a-benn kaout eur vaouez d’in va-unan !… Eur vez eo !…

Biel

Evelato, Izidor, ne garfes ket e zafe Agnez betek da di d’az koulenn. N’emaén ket ar c’hiz-se c’hoaz, gouzout a rez.

Per

Rak-se ’ta, Izidor, bez amañ disul war-dro peder eur hag a-benn neuze em bezo bet amzer da glevout gant va merc’h he zonj warnout. (Izidor a dec’h hep lavaret ger.)

Biel

Va zonj-me a zo graet, ha dibaot e vezo d’eoc’h, tad, kaout eur mab-kaer gwelloc’h eget Izidor, daoust ma ’z eo eun tammig lent pa vez e-touez an dud. — Met dont a ray da veza hardiz gant an amzer :

Gant kolo hag amzer
E teu boug ar mesper.


————