Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —


Biel (oc’h azeza)

Deus amañ, harp ouzin, ha lavar war va lerc’h ar pez a livirin d’it.

Izidor (oc’h en em heja evel p’en dije debron)

Mez am eus o c’houlenn eur vaouez !

Biel

Sell ouzin. Bez laouen. C’hoarz ha lavar : Me az kar hag az karo, Agnez !

Izidor

Me az kar hag az karo, Biel.

Biel

Hola ! hola ! Ne lavar ket Biel, rak n’emaout ket ouz va goulenn, me, evelato. — Lavar : Me az kar hag az karo, Agnez.

Izidor

Me az kar hag az karo, Agnez !…

Biel

Ha va c’halonig a ra « tik-tak » evidout.

Izidor

Ha va c’halonig a ra « krik-krak » evidout.

Biel

Ha deuet oun, poulzet gant ar garantez am eus evidout d’az koulenn da veza va fried, ar c’henta ’r gwella, da vihana, ma peus karantez evidon.

Izidor

An dra-ze a ouezin da lavaret. Deski a rin va c’hentel