Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


Fanch

Va c’halon a zo glac’haret holl, hag en noz ne gouskin ket o sonjal em dousig muia-karet (gouela a ra). Mat, kenavo disul neuze va zad-kaer kaez !


————


IX DIVIZ
PER, BIEL, LAN, IZIDOR PRAJOU


Izidor (aonik, o skrabat e benn hag o tont gouestad)

Me zo deuet amañ da… da…

Lan

Da ober petra out deuet amañ ? Lavar d’eomp.

Izidor

Da c’houlenn ar verc’h.

Biel

Merc’h piou out deuet da c’houlenn ?

Izidor

Merc’h Per ac’han ; Agnez a gav d’in…

Per

Va merc’h n’emañ ket er gêr, pôtr.

Izidor

Han !… neuze eo kouls d’in mont kuit.

Per

Chom ’ta !… Chom ’ta !… Azez ama, rak va merc’h ne zaleo ket da zont d’ar gêr, emichans !