Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


Fanch

Ne ran ket, avat, Per. Met an dra-ze ne ra ket. Abred a-walc’h e vezin da ober anaoudegez ganti en deiz ma vezo skrivet hon embannou !… Hag a dud a zo, a zimez an eil gant egile hep beza en em welet a-raog o embannou.

Per

An dra-ze, siouaz, eo a zo kirriek d’an dizurziou, d’an dizunvaniez a weler re stank en deiz a hirio er familhou. Pa vezer sûr ez eo leun ar yalc’h, ezomm ebet da welet ar pried a dleer kemer evit ar vuhez !… An doare-ze da ober a gavan iskis, rak ne ra nemet maga kasoni etre ar priejou.

Fanch

Kaer o pezo klask, Per, me gantifi ac’hanoc’h da gavout d’ho merc’h eur pried koulz ha me. — Me a lemmo d’ezi he zizailhou, a gempenno d’ezi he bouteier, a roïo he c’hafe pe he « chakola » d’ezi bep beure en he gwele. Me a vlansouno d’ezi he bleo, a dommo dour d’ezi da woalc’hi he zreid, a lakaïo eur voutailhad dour zomm da domma he gwele d’ezi d’an nozveziou goanv,… Per,… mar bezan mab-kaer d’eoc’h !…

Lan (o c’hoarzin)

Neuze e halli « planta » tro en da garr lemma ha blejal : Al lemmer ! Al lemmer ! Al lemmer ! evit maga da baborez en eur vouest koton !…

Fanch

Prena rafen d’ezi pasteziou, madigou, chakola, kouignou sukret a bep seurt liou, a bep seurt ment, a bep seurt moull !… Hag avalou oranjez ’ta ! a brenfen d’ezi a zousennou.