Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

dre eun hent eün hag onest, ha gant ma ray implij vat eus e arc’hant.

Fanch

Klevet em eus bremaïg er vourc’h ez eus bet aman hirio kalz gwazed o c’houlenn diganeoc’h ho merc’h da zimezi. — Eur bôtrez vrao eo ho merc’h, evit doare, eur plac’hig leun a vertuziou hag a skiant. Ha zoken, hervez em eus klevet lavaret ez eus amañ da rei ganti eur yalc’had reut a aour, ar pez n’eo ket da veza disprizet en amzer-ma a gernez.

Per

Ha te a zo deuet ive da c’houlenn va merc’h diganen ?

Fanch

E feac’h, ya, Per ! Me a zo bremañ goullo va yalc’h. An diaoul a zo enni. Hag, evel just, e vefen laouen ouz her bunta er-maez hag ouz he leunia en eur zimezi gant ho merc’h.

Per

Mar d’eo evit klask teuler da graban war danvez Agnez eo e teues amañ, hast afo dispenn da roudou, pe he hen talvezo d’it, lakepod, ma ’z out.

Fanch

Paour oun, truilhek eo va dilhad. Met, gant an truilhou-ze, ec’h en em gavan barrek da c’hounit bara d’in ha d’eur vaouez. Hogen, kement ha kaout eur vaouez, e kavan koulz goulenn dioustu unan binvidik ha beza dreizi pinvidik va-unan.

Per

Hag anaout a rez va merc’h ?