Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


VII DIVIZ
PER, BIEL, LAN, YVON PENNADOZ


Yvon (gwisket kaer, eur manegou gantan)

Excuse-moi, Moncheu Le Rimeur, si… je…

Biel (o c’hoarzin)

Set’ ama eur stantilhon, avat, hag unan kouezet eus a lost ar c’har… pa oa a klask charreat ar re all.

Per

N’ouzon ket a c’halleg, aotrou !

Yvon (da Viel, en eur ober ardou)

Comment c’est qu’on disait ça en « braiton » : Je viens demander votre fille.

Biel

Deuet oun da c’houlenn ho merc’h ;… genaouek ma ’z out !

Yvon (d’an tad)

Deuet oun da c’houlenn ho marc’h !… genaouek ma ’z out !…

Per

Hag en doare-ze eo e teuit em zi da c’houlenn Agnez.

Yvon

Quoi qu’y disait ? le vieux… Sa fille est une ânesse ?

Biel

Kerz da zeski brezoneg ’ta,… leue !… Petra ? Ne peuz ket a vez ! eun den ganet ha savet er vro-man ha ne oar mui ar brezoneg war zigarez m’eo bet daou vloaz e Pariz !… Mez eo ! m’hen tou !…