Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


Per

Mat, August, dizro adarre d’am c’havout disul kenta raktal goude ar gousperou. Neuze e komzimp eus da vennad gant va merc’h Agnez.

August

E pelec’h eman Agnez ? N’he gwelan ket aman.

Per

Chomet eo en iliz. Gouzout a rez eo hi renerez Bugale-Mari ha dres, hirio emañ bodadeg ar miz.

August

Ah ! ya ! ya !… eur plac’hig vat eo Agnez, ha ma vefe hi eun deiz va fried, e vije lorc’h ennoun o vont ganti bep sul d’an oferenn ha zoken d’ar gousperou…

Mat, kenavo disul neuze, Per (starda ’ra e zourn d’an tad).

Biel (d’e dad)

Setu aze eur brabanser hag a oar brao floura ho keïn d’eoc’h, avat, va zad, klaoustre, hennez eo a vezo ho mab-kaer.

Per

Plijout a ra d’in, Biel, ha komz mat a ra an den.

Biel

Me a laka ez eo eun tamm penn-skanv pa gomz eus sevel eur maner e Brignogan a-benn dek vloaz amañ. — Mar d’eo mat ar vicher a voutaouer-koad, ez eus ive kalz a dud ouz he ober, hag er vicher-ze, kement da nebeuta hag er micheriou all, e kaver micherourien diboell hag a grog alïes en o zizun d’ar yaou, pa n’o deves mui gwenneg ebet da foëta !…


————