Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


Biel

Ar voutaouerien, va fôtrig-me, a zo laboused treut ha plijout a ra d’ezo ar « pinard » !… Diwall a ranki outo, derc’hel a ranki start war o frizilhou, pe buan e weli da stal o vont da stalig ha da zouc’h da vinaoued.

August

Me a ouezo brao bras eüna d’ezo o zugellou, Biel, ha diouz ma raïnt ganen e kavint. Ya, sûr oun, ma vije bet du-hont er vourc’h eur stal vras a labour, kement boutaouer bihan a zo er bastell zouar-mañ a halfe mont da glask brennig da Venez Are, pe koueza em zi da ober bouteier.

Per

Me a gred awalc’h, avat, August.

Lan (d’an dud)

Takebien !… hemañ eo a vezo ar mab-kaer. Agnez a vezo Madame Loper,… ma ne vez ket « madame lopet »…

August

Met, gouzout a rit, Per, heb arc’hant, netra… Me, beteg-hen, em eus graet eur beva mat, gwir eo, met nebeut a dra am eus dastumet abaoe m’emaoun oc’h « ingala » sukr ha kafe dre ar vro.

Per

Kompren a ran, August, e tle beza diaes da spered o sonjal e weles dirazout, oc’h ober bouteier, aour da grabanata, pa ne halles ket bremañ tostat outan en desped d’az c’hoant.

August

Ma roït d’in ho merc’h, a-benn dek vloaz me zavo eur maner war lez ar mor, du-hont e Brignogan.