Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

N’em eus ket ezomm, eta, da lavaret d’eoc’h piou oun ha piou n’oun ket. — Anzav a ran ouzoc’h oun skuiz o werza sukr, kafe, c’hoalen, ha traou all. Evel m’emaoun brema, emaoun o pinvidikat va mestr, ha va-unan em eus beac’h oc’h ober va zreuz, o walc’hi an eil dourn gant egile. Mall am eus da labourat evidon va-unan.

Per

Hag e sonjez ober petra ’ta breman, August ?

August

Da genta, emaoun o klask eur pried gand eur gwenneg bennak, ha dioustu kavet ganen eur vaouez a benn, ec’h en em lakin a-zevri da ober bouteier-koad.

Biel (o c’hoarzin)

Emañ o vont da voutaouer, va zud !… Ah ! ah ! ah !…

Per

Da zonj a gavan mat, August, ha kredi a ran eo ar vicher-ze unan eus ar re wella zastum madou e berr amzer, rak ker eo ar bouteier.

August

Enni netra n’ez a da goll, ha gant ma ’m bezo eun tri pe bewar mil lur etre va daouarn e c’hellan kregi dioustu ganti.

Biel (gant fae)

Hag e c’hoantaes mont da zeski ober bouteier, August ?

August

Nan, Biel, da zeski n’ez in ket. Met kaout a rin boutaouerien awalc’h da zont davedon pa vezo savet va stal-labour du-hont er vourc’h.