Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

da glask eur pried war ar maez, e lec’h dibab unan eus ho kendere, unan hag e deus eveldoc’h, troet keïn da Zoue he badiziant hag e fask kenta… (chom a ra eur pennad da zonjal)… Ha koulskoude, p’eo gwir e plij va merc’h d’eoc’h, deuit disul dioustu goude ar gousperou d’he goulenn. Ha marteze va merc’h en eur ho kemeret da bried a hello gounit hoc’h ene da Zoue, ar pez a ve kaer da ober.

Lan

Diouallit, Per, rak marteze an tamm pennskanv-mañ eo a halfe dizrei Agnez diwar an hent mat e lec’h, hi, dizrei heman diwar an hent fall !…

Per

An dra-ze a halfe digouezout, sûr eo. Met evelato Martin a deuy disul da welet va merc’h Agnez.

Martin

Dont a rin, Aotrou Rimeur, ha p’em bezo kontet va doare d’ho merc’h, e sonjan ne zaleïn ket da veza ho mab-kaer. Ha bremañ, kenavo disul.

Per

Kenavo disul goude ar gousperou, Martin.


————


VI DIVIZ
PER, BIEL, LAN, AUGUST LOPER


August

Setu me digouezet, Per. Anaout a rit ar gefridi oun deuet da ober. C’hoant am eus da lakat ho merc’h eürus em serr. Va anaout mat a rit, p’eo gwir oun eus ar barrez.