Pajenn:Ar Floc'h - Tri mab an toer koz, 1919.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TRI MAB AN TOER KOZ

(3)

————
Kontaden nevez
gant Loeïz AR FLOC’H
kendalc’h
————


Antronoz, kerkent ha sao-heol, mestrez al lochen a deuas da zihuna ar beachour, hag eur pennad goude, paotr Kerlouan a oa adarre en hent warzu eur vro dizanav evitan. Mont a rea evel p’hen dije great marc’had da vale. Evit krenvaat e galon, e kemere en hostaleriou a gave war e hent eun tamm bara hag eur banne gwin, hag adarre el leo. Wardro deg heur noz adarre, e welas e walen o rusia, ha prestik goude erc’h en em gavas en eun ti soul war ribl an hent, edo erruet e ti c’hoar ar voereb goz.

— « Ah ! erruet oc’h, va den mat, a lavaras ar wrac’h goz daou c’hant vloaz ; edon e-ged ac’hanoc’h rak va c’hoar a zo bet bremaïk oc’h va gwelet, hag he deus lavaret d’in e tliec’h digouezout en noz-man, eur mare bennag. It da gouskat pa garfoc’h, rak m’oar vad oc’h skuiz maro o veachi, abaoue ar mintin. »

— « E pe seurt parrez emaoun aman, mar plich, moëreb ? »

E parrez Lokronan-Kerne, peder leo eus Kemper. It aze da c’hourvez, da ziskuiza hoc’h ezili war an orden lann a vezo ho kwele en noz-man. »

Cheun na lavaras grik, met ne zonje ket nebeutoc’h, gourvez a reas war al lann garo a doulle e gorf d’ezan e kant leac’h. Evit gwir, evel a zonje, e vije bet gwelloc’h en e wele du-ze e Kerlouan, eget war al lann, met ar garantez a vage evit e vreur eo a rea d’ezan gouzanv gant habasked ar poaniou a zivaske breman.

Antronoz vintin, wardro pemp heur, ar wrac’h daou c’hant vloaz a loskas eur iouc’haden skiltrus, hag a zihunas krenn ar beachour. « Em-ber, va den mat, pa welfoc’h ho kwalen o rusia, e chomoc’h a-zav raktal, e c’hourvezoc’h el leac’h ma vefoc’h, hag e c’hortozoc’h ar pez a zo da zigouezout ganeoc’h. Trouc’hit araok gourvez eur vialen, ha lakit start en he fenn ar walen a zo war ho piz, rak da c’houren ho pezo oc’h eur strollad chas a lampo warnoc’h dioc’h ar c’hoad a vefoc’h tost d’ezan. Eun heur goude ar chas, eur vagad bleizi kounnaret gant an naoun, a sailho warnoc’h evel war eun danvad. Eun heur all goude, eun toullad moc’h gouez, naoun d’ezo da zrailha eskern, a zanto ar c’houez diouzoc’h, a deuio da glask ho mala gant o dent. Evit treac’hi an oll enebourien ze, n’ho pezet nemet kinnig ar wialen d’ezo, mar tizit unan hebken anezo, ar re all a ielo gant an tanfoueltr diouzoc’h. »

P’ho pezo bet an treac’h war al loened gouez, e kemeroc’h ar wenoden genta a vezo a zeou, e pignoc’h er c’hoad ken a weloc’h eun ti-mouded, hanvet Lochen an Ermit. Eno e c’houlennoc’h ar gwasked evit an noz. Eur flipad mat a hent ho peus da ober, rakse, lakit herr gant ho kammejou, na jomit ket d’o c’honta. En eur dremen dre Gemper it en iliz-veur da lavaret eur beden a galon, ha goudeze, kemerit an hent a verko deoc’h ho kwalen, sentit outi bepred ».

« Ha va breur Biel, e peleac’h her gwelin ? ».

— « It, ha gortozit, Doue a oar e peleac’h her c’havot. »

Ha setu Cheun el leo adarre. Pa oa erruet e Kemper, e ieas, evel e oa gourc’hemennet d’ezan, da lavaret e bater en iliz-veur. Goude beza en em erbedet oc’h Sant-Korantin, ha goulennet outan ar grasou en devoa ezom, a kemeras hent Rosporden, ha deus eno, e walen her c’hasas beteg koad braz Karnoët.

Teval-zac’h oa, pa welas ar walen o rusia, evel pa vije an tan ru enni. Neuze e chomas a-zav, e trouc’has eur ar c’harz eur wialen, e sankas en he fenn ar walen a zouge war a viz bihan. Gant e wialen en e zourn deou, o c’hourvezas war al letounen, hag e c’hortozas ar chatal gouez a dlie dont heb dale d’hen taga. Ne c’hedas ket pell, rak pemp minuten a veac’h goude, a oa kelc’het gant eun daou-ugent ki bennag hag a ziskragne d’ezan o dent lemm evel minaouedou.

Unan anezo, an tan en e zaoulagad, eun eonen wenn en e c’henou, a dostaas da esa tapout peg en e lavreg. Neuze, ken prim hag eul luc’heden, Cheun hen tizas gant e wialen, ha kerkent al loen kounaret a astennas e bevar ibil war al letounen, maro-mik oa. Ar chas all a dec’has, pa velchont o c’henseurt oc’h torgen.

Eun heur goude, eur vagad lampouned a bevar droad, sklear o daoulagad evel kefou tan, a zifoupas eus ar c’hoad en eur iudal, ha ken buhan ha lavaret, e oant war Cheun. Heman a c’hoarias a gleiz hag a zeou, sutal a rea ar wialen gant an herr a oa ganti, ha bleiz ebet na gredas tostaat da sailha war ar preiz a oa gourvezet en o c’hichen. Unan evelato, en eur lesker eur iudaden skiltrus, a reas en ear eul lamm spontus, o sonjal koueza a bloum war e breiz.

Allaz ! ar wialen hen tizas, ha kerkent al loen a gouezas a-fardakleo d’an douar, evel eur zac’had loaiou.

Cheun, deuet braoik a-benn eus ar chas hag eus ar bleizi, a c’hortoze ar moc’h gouez d’en em gavout war an dachen a vrezel. Ne zaleas ket da glevet ar c’harnach spontus ganto er c’hoad, hag heb dale o gwelas o tont a-benn-herr warnan en eur vagad. Cheun, oc’h o gwelet a lavaras :

« Ahanta, akolisted ! m’oarvad n’oc’h ket savet mintin awalc’h da lemel ho paro ha da lemma ho kildent, ha mar d’eus unan bennag ac’hanoc’h hag en defe c’hoant da welet adost va gwialen, aman ema-hi, tostait d’he lipat.

(Da heuilh).
Loeïz AR FLOC’H.