Pajenn:Ar Floc'h - Tri mab an toer koz, 1919.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TRI MAB AN TOER KOZ

(2)

————
Kontaden nevez
gant Loeïz AR FLOC’H
kendalc’h
————


— « C’houek eo e dud da bep den, Sezni, ha pa deu em speret ar zonj eus ar paour keas Biel, e teu an dour em daoulagad. Ar paourkeas paotr, evel a ouezes, n’oa ket eus ar re finna, mont a reas da Vrest, touellet gant komzou flour eun amezeg a roas d’ezan da gredi n’oa netra da ober e Brest, nemet plega ha dastum. M’em bije gouezet neuze ar pez a ouezan hirio, em bije laket d’ar paotr-ze ar pik war an I, ha desket d’ezan eo kaletoc’h ar vein da derri e kear eget war ar meaz. »

— « Petra e [...] keusial hirio ! gouzout a ra an hent de Gerlouan ha da di e dud, ha ni ne ouezomp ket e peleac’h ema hen. Gouzout a ra e vefemp lawen oc’h e welet ! Perak ta neuze ne deu ket beteg ennomp, pe da vihana perak ne skriv ket eur ger d’eomp, evit rei d’eomp eus e gelou, fall pe vad ! »

— « A-dra-zur, e tlefe hon dinec’hi holl, hag eur ger hebken digantan hor lakafe lawen… Met mar d’eo maro !…

— « Ma vije maro, e vije deuet eur paper evit kemen d’e dud ! »

— « Hini ebet ac’hanomp na oar petra da zonjal dioc’h ar paour keas amboubal, ne ouezomp ket petra eo deuet da veza, na petra zo bet oc’h hen poulza da gasaat hag e dud hag e vro. Awechou em beus bet c’hoant da lezer peb tra, ha mont da redeg ar vro, da welet hag her c’havout a rejen en eun tu pe du. Met evit beachi ez eo red kaout arc’hant, ha n’em eus ket. »

— « Mar kerez e zi da ober eun tamm tro, me a roio dit arc’hant, ha te a roio da amzer, a lavaras Sezni da Cheun. »

— « Great an traou, breur, warc’hoaz e zin e leo, ha bez sur ne gollin ket va amzer, rak eun anter e vezo easoc’h hor spered, pa ouezimp e peleac’h eman va breur dianket hag hor mamm a vezo astennet kalz d’ezi he buez, pa glevo kelou eus he mab Biel.

Cheun a ia da glask e vreur Biel

Antronoz vintin, goude beza kimiadet deus e dud, Cheun, eur ialc’had aour gantan e godel e vruched, a gemeras penn an hent evit mont da Vrest. Tri dervez oa bet o furchal ar gear-ze, ha den enni ne aneveze Gabriel Loutik, eus a Gerlouan. War mont kuit edo Cheun, pa welas azezet war ar geot eur plac’h goz-goz, oc’h ober stamm.

« Marteze a zonje paotr Kerlouan, houman, ar vamm-goz-man a anavez va breur !… N’eus forz, ne vezin ket kannet ha refuzet ganti, mont a ran d’he c’havout ; eur wrac’h goz eo hi heb douetans ».

Pa on azezet Cheun etal an hini goz, e lavaras : « Demad d’eoc’h moëreb, skuiz oun o vale dre gear, hag aman e vezin brao, eun tachad, en họ kịchen. Me a zo deuet da Vrest, da welet ha kavet em bije va breur Biel, dianket tregont vloaz a zo. Aoun braz am beus ma ve maro, rak ar c’heaz den a oa anter droch »

— Ho preur, va den mat, n’eo ket maro, met pell eman ac’halenn.

— C’houi a oar, moëreb, e peleac’h eman Biel Loutik, va breur ?

— « Ya, ha pa ho kwelan, e seblant d’in her gwelet, henvel-poch oc’h outan evel daou lomm dour ; ganen-me eo bet mevel epad tri bloaz. »

— « Va Doue ! mad em beus great azeza en ho kichen !… hag e peleac’h eman va breur neuze o koza, hast am eus da glevet, itroun ? »

— « Tri dervez ha teir nozvez e vefoc’h o vont beteg ennan »…

— « Goude ma ven tri c’hant, moëreb, an dra-ze ne ra ket, nemet her c’havin ar breur paour ! tridal a ra va c’haloun em c’hreiz. »

— « Tennit eus va biz ar walen-man, ha lakit-hi war biz bihan ho tourn kleiz, ha selaouit mat ar c’homzou emaoun o vont da lavaret d’eoc’h : « Keit ma vezo melen ar walen, a vefoc’h war an hent mad, met mar teufe d’ezi dua, o vefoc’h faziet war hoc’h hent. En noz-man o teufoc’h d’am zi plouz da loja, ha kouskat a reoc’h gant va zad e touez eur bern raden ».

— « Ho polontez bezet great, moëreb ! gant ma kavin va breur, ne ran ket a forz e pe leac’h na war betra e kouskin ».

— « Ho preur Biel a gavfoc’h, pe n’eo ket pemp biz a zo war va dourn, met da ziwall ho peus, grit hervez liou ar walen, pe… ».

— « Ober a rin, moëreb, bezit dinec’h war ar poent se ».

Cheun a en em gavas e ti-plouz ar wrac’h goz, ne ouias dare pe heur na penaoz, he mont a reas da gouskat e kichen tad ar voëreb madelezus.

Antronoz vintin, kerkent ha goulou-deiz, an dortezig kant vloaz a oa war-zao, o rei he ursiou da Cheun. « Ember da noz, pell goude kuz-heol, e veloc’h ar walen o rusia, neuze e vezoc’h tost da di va c’hoar, a zo hanter kant vloaz kosoc’h evidon. Eno e rankec’h kouskat, e kreiz etre daou gi kounnaret, a venno sailha ganeoc’h evit ho trailha etre o dent, taolit evez, paour keas den ».

— « Ma vezont stag mat, an dra-ze n’eo netra, kustum oun da glevout chas o c’harzal, moëreb. Bennoz Doue d’eoc’h, ha kenavo ! Skuiz maro, poan d’ezan o chom war e ellou, Cheun a en em gavas wardro deg heur e koat ar C’hrannou. Bleinet gant e walen, ec’h erruas e lochen ar wrac’h goz, daoubleget, met lemm he daoulagad.

« Edon oc’h ho kortoz, va den mat, ho kwele a zo great er c’hraou a zo stag oc’h va maner, me a zo vont d’ho kas, rak va c’hi Mindu na zouj den nemedoun, ha va c’hi Plaouf, a zo ken gwas hag hen, ho trailha rafent e berr-amzer. »

Eur pennad goude, Cheun a oa astennet war diou orden balann hir, ha n’oa ket nemeur a lorc’h ennan e kreiz etre an daou gi iud a oa oc’h hen diwall, ne dennent lagad ebet diwarnan.

(Da heuilh).
Loeïz AR FLOC’H.