A drugare Doue, an dud, ma ne oant ket seder, da viana e oant sioul, e Ker Roza. An itron Kerbichard he mouchouer godell ganthi en he dourn, a zec’he bep an amzer he daoulagad ruziet gant an daëlou, ha gant ar c’holl kousket he devoa great en noz diaraok. Rosalie, gwen evel eur goaren, a zeblante beza kousket en he gwele.
Pa welaz an den iaouank o tostaat outhi, he daoulagad a droaz en he fenn, ha dre he zerzien e lavaraz ar c’homzou-ma :
— Herve ! Herve !
— Lezomp anezhi, a lavaraz ar medisin, rak terzien vraz he deuz c’hoaz ! mes gwelet a ran breman, ez euz eun dra bennag a vras o vrouda he spered. Piou eo hennez an Herve ze, euz a behini e komz ?
— N’ouzon ket, na va itron na oar ket muioc’h. Hano eur mignon ; marteze ! ha goulskoude !…
— E c’hell beza gwir ar pez a livirit, aotrou Kerbichard, mes penaoz her gouzout ! Mes evid ar pez a zo sur eo, ez euz eun Herve bennag war he spered, p’e gwir e komz dioutan ekreiz he zerzien. Divezatoc’h marteze e ouezfoc’h ar pez a zo kuzet hirio.
Ar medisin, goude beza roet eun tam louzou an derzien d’ar plac’h iaouank, a ieaz d’ar gear, en eur lavaret her gervel ma vije red, n’euz forz e pe boent en noz.
Mes ar glanvourez a gouskaz mad en noz, ha pa deuaz an deiz, ar medisin a welaz e oa torret an derzien.
Pa oe bet an doktor o kaout Rosalie, an itron Kerbichard a lavaraz d’ezan dond ganthi, he devoa ezom da gaozeal gantan, da glevet e ali war ar pez he devoa sonjet ober oc’h ar bugel pa vije ganet.
An itron goz, azezet e kichen he goaz hag ar medisin, a lavaraz :
— Kerkent ma vezo ganet ar bugel, em beuz sonj d’her c’has pell pell ac’hann da vaga, her c’has a rin du-ze er penn pella euz Kostez-an-Nord, en eul leac’h na vezo biken klevet mennek anezan. N’em beuz ket ezom da lavaret d’eoc’h, aotrou, e fell d’in e ve dalc’het kuzet an darvoud skrijus a zigouez ganeomp, rak an disenor eo en eur famill hag he deuz beteg-hen savet uhel he fenn. Skrivet em beuz da Roazon, ha lavaret em beuz d’an toucher dond kenta ma c’hellfe gant ar wetur c’holoet, hag ar marc’h gwella zo er marchosi.
D’ar zul goude kreizdeiz, an 23 a viz eost, Rosalie a goueze adarre klanv, ha da bemp heur e lakee er bed eur plac’hik koant ha krenv.
Ar vam goz, kerkent, a lakeaz sternia ar marc’h, hag an heol a oa o kuzat ha dija an toucher a fuste e varc’h, hanvet Luc’heden, abalamour ma kerze buan evel al luc’hed. Adreg an toucher, eun itron, kuzet en eur vantell teo hag hir, a zalc’h etre he daouarn eur baner dizolo, kuzet oc’h daoulagad an tremenourien. Er baner-ze, eur c’hrouadurik, beac’h d’ezan o ouela, a zigorre vegik, hag a zeblante lavaret en devoa sec’het ha naoun. N’euz forz, bugel ar pec’hed eo, eun disenor eo, ha red eo her c’hastiza !
An noz a oa sklear, an avel sioul, ha dija al lapousedigou a gane er girzier, pa en em gavaz, da deir heur euz ar mintin, ar beachourien dirak Koat-an-Noz.
An itron a lavaraz d’an toucher chom a zav. Kerkent, ar marc’h, an tan en e fronellou, an eonen wen en e c’haol, a jomaz a zav war greiz an hent braz.
An itron, neuze a ziskennaz, ha kant paz euz hostaleri an Hanter-Hent, war eur c’hleuziad lann, etre ti ar boutaouer hag an hostaleri, e taolaz ar bugel.
En eur bignat en he wetur e lavaraz d’an toucher :
— Selaouit, Lom ! ar gwaleur a zo digouezet em famill, va merc’h Rosalie he deuz laket ar bugel-ze er bed, hag evid savetei he enor hag hini ar famill a-bez, ez eo bet red kuzat frouezen an disenor. C’houi a oar breman an torfet em beuz great, mes fizians em beuz ne lavarfoc’h grik da zen. Er maner e Roazon, den na oar. Aman, e Parame, n’euz nemed ar medisin o c’houzout. Ar geginerez, ha Job, va fotr a gambr, a oar ive evid gwir, ha d’eoc’h ho tri, mar kirit beza sioul, o roin beb a zek mil lur divezatoc’h, pa vezin sur ne vezo ket dizoloet ar guden. Dija deac’h araok loc’h euz ar gear, em boa great ar bromesa-ze d’am daou zervicher, ha toui o deuz great beza feal d’o ger.
An aotrou Georges Keramis a oa eur medisin iaouank euz Pariz. E dad a oa noter er Gear-Benn, mes daou vloaz a oa e oa maro. An itron Keramis he devoa c’hoaz eur verc’h mes eat e oa da zervicha Doue, dindan an hano a Seurez Eleonora.
Ar famill Keramis n’he devoa ket dastumet kalz a vadou, a veac’h e c’helle kaout daou vil lur leve.
Goulskoude, bep bloaz, an itron goz hag he mab, a deue da dremen an hanv da Barame.
Aliez awalc’h er bloaveziou araok, Georges hag e vam, o devoa bet an tu da welet an dimezell Kerbichard o pourmen hag oc’h en em zidui, koulz er mor evel war an treaz. Mes gwech ebet, araok ar bla-ma, n’o devoa bet an eurvad da en em gaozeal, da en em unani.
Breman avad e welomp Georges, bemdez wardro ar vam iaouank, o kenderzi anezhi dre e gomzou madelezus.
— Ah ! aotrou mad ! perak em beuz me oc’h anavezet ken divezad ! parea rit d’in va c’horf ha war gouli va c’halon rannet, e lakit ive eur banne eol dous, a lavare Rosalie bep an amzer d’ar medisin a jome etal he gwele.
(Da heuil.)