Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar boutaouer-koat, 1910.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
6
Romant gazeten “AR BOBL”


Merc’h
AR BOUTAOUER-KOAT
GANT
Loeiz AR FLOC’H


————


Divezatoc’h, an dour dous-ze a zavo war o c’halon, chenchet en eur westl c’hoëro ha trenk.


V. — Ar gwaleur


An dimezell Rosalie a en em gavaz e Sant-Briek d’al lun d’abardaez, ha d’ar meurz vintin e ieaz e gwirionez da welet he moereb goz. Houma e oa mad ar bed ganthi, en despet d’he fevar ugent vloaz.

Kas a reaz raktal m’he devoa gwelet he moereb, eul lizer d’he mam da Roazon, evid lavaret d’ezhi e chome eiz devez e kichen an hini goz evid he c’hennerzi, he dudui.

« Paz eo d’id maman, beza nec’het ganen, rak em flijadur emaoun e Sant-Briek, hag an amzer a dremen re vuan aman, e kichen va moereb. Goulskoude e sonjan mond d’ar gear, ha dimerc’her vintin e kemerin ar wetur evid mond adarre da bokat d’eoc’h holl.

Ho merc’h karantezus :

Rosalie. »

D’ar merc’her da noz, an dimezell Kerbichard a antree en he maner, skanv evel eur bluennik, koant evel an heol da greizeiz. Eiz devez a zo e tec’he euz ar gear, gwen ha gwerc’h evel eur bokedik lili, hag hirio e iee en he maner gant he bokedik kaillaret ha flastret ; ha goulskoude e iee, uhel he fenn, rak he zal ne oa ket c’hoaz merket gant tach ar frouezen difennet.


VI. — E Paramé


Parame a zo eur vourgaden vihan, dem-dost da Zant-Malo. Var ribl ar mor eman, ha dre ze, pa deu an hanv, kalz a vourc’hizien en em denn eno evid kemer an ear-vor.

An aotrou hag an itron Kerbichard, o devoa ive eno eun ti evid tremen an hanv. Er bloavez ma oent dimezet, o devoa laket sevel ar manerik-ze evito, ha roet o devoa d’ezan an hano a “Ker-Roza”.

An itron Kerbichard, kerkent ma teue miz mae, a ree bep bloaz he fakadennou, evid mond, evel a lavare da bompa ear-vor. Gwechall, evelkent pa oa he merc’h Rosalie er skol e Roazon, na vije ket kement a diz warnezhi, mes breman, pa oa deut da veza plac’h iaouank awalc’h, e lavare d’an holl e vije lorc’h ennhi o tiskouez he Rozik kaer d’ar vourc’hizien iaouank ha pinvidik a zaremprede bep bloaz aod Parame.

D’ar 15 eta a viz mae 1860, an itron Kerbichard hag he merc’h, a oa ho diou o tastum an dillajou hag an holl c’hoariellou a vije red kaout evid en em zidui en aot. Epad ar c’houlz-ze, an aotrou, ar c’habiten koz, a vutune en eur lenn e gazeten en e gambr. Evitan ne oa plijadur ebet, nemed pa vije krog en e fuzuill, o redek warlerc’h eur penmoc’h gouez pe eun heizez bennag.

Goulskoude, an itron na roe peoc’h ebet d’ezan, ken na vije renket peb tra e Ker-Roza.

D’an deiz kenta a viz even, ar famill Kerbichard, eur geginerez goz, hag eur mevel d’ezo, a gwitteaz Roazon, evid mond da Barame. An holl mevelien all a jome er maner, peb hini gant e labour.

Eud neubeud deiziou goude, peb tra a oa renket e Ker-Roza, hag ar manerik gwen a zeblante beza laouenneat, abaoue m’en devoa an enor da c’houdori ar famill pinvidika euz Roazon. Ar bokedou kear er jardinn, a zeblante c’hoarzin oc’h an dimezell iaouank a iee aliez d’o gwelet, ha gant plijadur e seblantent taoler d’ezhi o c’houez vad. Euz prennestr he c’hambr, Rosalie a wele ar mor bras kounnaret, gwelet a ree an tarziou mor o wenna oc’h ar reier uhel, gwelet a ree ar bagou dister o lampat, luskellet gant ar gwagennou. Pa deue an noz, e wele a bep tu d’ezhi an touriou tan o sklerijenna ar mor, hag o lavaret o hent d’al listri…

Warlene, hag er bloaveziou diaraok, a dra-zur, he c’halonik a dride o welet an holl draou kaer-ze. Netra na dremene dre ar maner heb ober d’ezhi eun tammik bennag a blijadur.

Mes allaz ! er bla-ma e lez da loueda he rouedik da dapa chifretez, e lez da wenvi ar fleur a zo er podou er jardinn ha war he frennestr. Er bla-ma, he boutou aot a zo o loueda en eur c’hornik, he c’houtell da vrennika, da rikadella, ne ra forz e pe leac’h eman, rak war he spered ez euz eun dra grevuz, ha grevuz meurbed. Gouzout a ra ema o tougen eur frouezen hag a vezo dare abenn tri miz, abenn fin miz eost.

Ah ! bloaz a zo ec’h en em zante krenv, evithi neuze an enor a oa eun dra dister, hag ar garantez hag ar blijadur da en em rei da eun den karet, a oa evithi eun dra euz ar re gaera. Pebez follentez !

Dre ma tosta an termen, ar plac’h iaouank a goll he liou, he spered a zo krignet, hag he c’halon a zo evel gouliet gant ar morc’hed pe ar remors. En he c’hunvreou, e wel dourn he zad savet a-uz d’he fenn, prest da rei taol ar maro d’ezhi ha d’he bugel. Gwelet a ra he mam o skuilla eur mor a zaelou, hag o rebech d’ezhi he c’harantez kablus, he enor kollet evid ato dre eur begad plijadur, dre eur fulen a follentez.

Petra da ober evid savetei peb tra, an enor, ar bugel, ar vam iaouank ?…

Mond da neui, en em lezer da vond e goueled ar mor ? Mez neuze na vezo saveteet nemed an enor, hag ar vam hag an tad a c’hell mervel gant an dizesper, gant ar glac’har. Oh nan, biken !

(Da heuil.)