Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar boutaouer-koat, 1910.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
26
Romant gazeten “AR BOBL”


Merc’h
AR BOUTAOUER-KOAT
GANT
Loeiz AR FLOC’H


————


— An dra-ze goulskoude a en em gavo ganthi heb dale, ma ne daol ket evez, ma ro he c’halon da garet da gement hini her goulenno diganthi, a lavaraz an aotrou Keramis.

— Mad ! em berr e welin an dra-ze, rak c’hoant em beuz da zistrei diwar an hent fall, ar plac’hik em beuz kement karet. Ha mar fell d’ezhi senti ouzin, e talc’hin anezhi em zi, hag e teskin d’ezhi eur vicher vad, evid gounit he bara. Neuze ta, em berr da eiz heur, e vezo ar wetur e toull va dor. Eun den e lakin da veilla e toull he dor, ha pa deuio er meaz euz he c’hambr, hen a raio sin d’eomp da vond d’he heul gant ar ruiou. Mar teufe d’ezhi kemer eur wetur evid mond da gaout he aotrou, ni a heulio ar wetur penn-da-benn, ken a jomo a zav.

— Ia, mam, evelse, e rankimp ober, ha daoust ma kavan diez mond da zifoupa neizou er goanv, ec’h asantin evelkent mond ganeoc’h, dre garantez evid eur plac’hik ken koant evel ma z’eo Lizik, a lavaraz Georges.

— Pec’hed eo, e gwirionez, a lavaraz Rosalie, lezer da wenvi ken abred, eur rozennik ken kaer, hag a zo c’hoaz nevez digorret. Ia, pec’hed eo, ha pec’hed bras !

An noz a oa deut, ha kear Bariz, er goanv da eiz heur, er ruiou paour evel ru Sant Beneat, a vez peurvuia teval. Aman hag ahont, eur goulou bennag, a sklerijen korn ar ruiou. En devez-ze, abaoue teir heur, eur vrumennik a goueze stank, hag an oabl, karget a goumoul, a zigasaz trum an devalijen. Ne oa den war ar ru, koulz lavaret, an holl a oa en em dennet, peb hini en e loch. Goulskoude, en nozvez-ze, eul lakez a deue hag a iee goustadik, ha ne denne ket e zaoulagad diwar eun ti dister, merket warnan an numéro 52. Lavaret e vije great, e vije o klask unan bennag, nemed ne ouio ket just e peleac’h e oa o chom. Goulskoude, prestik e lezaz eur c’houitelladen, hag er memez amzer ive e teue er meaz euz an ti dister, eur plac’h iaouank gwisket kaer. Lizik a oa o vond da gommans he nozvez.

E gwirionez, an daou iaouank ne c’hellent mui en em zispartia, hag Enogat en devoa lavaret d’e vestrez en devez araok e rankfe Lizik dond bep noz d’e welet.

Kerkent hag ar c’houitelladen, eur wetur gaer ha goloet, daou loan outhi, a loc’haz, hag a heuliaz a bell ar plac’h iaouank.


XVIII. Glac’har diremed


A veac’h he devoa great ar plac’h iaouank tri c’hant paz, ma pignaz en eur wetur, hag e lavaraz d’an toucher : « 5, bali Richard Lenoir. »

Ar wetur gaer a heulie ive war hed kant paz, ha ne golle morse ar gwel euz wetur Lizik.

Goulskoude, Lizik, pa oa erruet dirak he c’hambr, a welaz dija he mignon digouezet, ha gant tiz e pignaz da bokat d’ezan.

Ar wetur gaer a jomaz a zao, ha diouthi e oa diskennet an itron Kerbichard goz, an aotrou hag an itron Keramis ha Kato o matez.

Goude beza gwelet mad e peleac’h e oa diskennet Lizik, o iajont o fevar da gemer eur banne kafe en eun hostaleri en numero 10 euz bali Richard Lenoir.

Eun hanter heur goude, e iajont adarre o fevar da ober ar memez tra en numero 5 euz ar memez ru. En traon euz an ti-ma, e oa hostaleri ha kafe, hag an daouzek kambr a ioa en daou estach, a vije feurmet ugent real an nozvez, da dud iaouank a deue di da dremen nozveziou.

Georges neuze a lavaraz da vestr an ti :

— Bremaik em beuz gwelet o tond en ti, eur plac’h iaouank hag a garfen da welet, rak he mam he deuz ezom da gaozeal ganthi, eun dra bennag a vras he deuz da lavaret d’ezhi.

— Mes aman, aotrou, a lavaraz ar mestr, ez euz eat dija meur a blac’h iaouank d’ho c’hambr, ha n’ouzon ket pehini anezo da c’helver. Pe seurt doare plac’h eo, mar plich ?

— Eur plac’h koant, ment krenn, gwisket e du. Eun hanter-heur a zo, ez eo pignet d’he c’hambr, rak he gwelet hon deuz o tisken euz he wetur.

— Ah ! ia, ia, c’houi m’oarvad a glask an dimezell Lizik, ar plac’h koant a zisken em zi pemzek devez a zo.

— Just avad, a lavaraz Georges, hi eo a glaskomp. Moien e ve d’eoc’h da ziskouez d’eomp he c’hambr ?

— En numero 2 ema he c’hambr, savit da gozeal gant ho merc’h. M’oarvad e ouezit e ve bemdez o heulia eun offiser iaouank.

— Ia, ia, a lavaraz Georges, bezit dinec’h, aotrou, gouzout a reomp he zroiou.

An itron Kerbichard, ha Rosalie he merc’h, na zavchont ket, mes Kato a heuliaz an aotrou Keramis beteg kambr he merc’h.

— Tok, tok, tok ! a reaz Georges war an nor.

Grik ebet ! an daou iaouank, c’houenn en o lerou, a jomaz sebezet ha sioul.

Evid an eil gwech, tok, tok, tok !

Grik ebet ato !

Kato neuze a lavaraz d’he merc’h digerri d’ezhi. Ar plac’h iaouank a anavezaz mouez he mam, hag evel just, na lavaraz grik.

Red e oa bet mond daved eun alc’houezer evid digerri ar gambr. Ha neuze, taolen skrijuz ! an aotrou Keramis a welaz e vab Enogat asamez gant merc’h matez e vam-gaer. An tan en e zaoulagad, hag e c’hwad o virvi e saillaz war e vab, e skoaz gantan, hag ar c’hannou a zavaz er gamb etre an tad hag ar mab.

Pa glevchont an drouz, an itron Kerbichard hag he merc’h Rosalie a bignaz buhan, hag ar vam, pa welaz he mab oc’h en em ganna oc’h e dad, a gouezaz a stok he c’horf war an douar, semplet.

(Da heuil).